Levr Yehoshoua 6:19
Kémen̄d a zô gréat gan̄d aour ha gan̄d arc’han̄t, ha kémen̄t léstr arem hag houarn, ra vézô gwéstlet d’ann Aotrou, ha lékéat enn hé den̄zoriou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 19:24Hôgen ar pevaré bloaz hô holl frouez a vézô san̄télet ha gwéstlet d’ann Aotrou.
2 Samuel 8:11A wéstlaz ar roué David d’ann Aotrou, gan̄d ann arc’han̄t hag ann aour en dôa gwéstlet eûz ann holl vrôadou en dôa lékéat dindân hé c’halloud;
1 Chronicles 18:11Hôgen ar roué David a wéstlaz d’ann Aotrou ann holl listri aour, hag archan̄t, hag arem, gan̄d ann arc’han̄t hag ann aour en dôa kéméret war ann holl boblou, kenn war ann Iduméed, hag ar Voabited, ha mipien Ammon, kenn war ar Filistined hag ann Amalékited.
1 Chronicles 26:26Sélémit hag hé vreûdeûr a oa ivé da benn war den̄zoriou ann traou sakr en dôa gwéstlet ar roué David, ha prin̄sed ann tiadou, hag ar villénerien, hag ar c’han̄ténerien, ha prin̄sed ann armé,
1 Chronicles 26:28Kémen̄t-sé holl a oa bét gwéstlet gan̄t Samuel, ar gwéler, gan̄t Saul, mâb Kis, gan̄d Abner, mâb Ner, ha gan̄t Joab, mâb Sarvia. Hôgen kémen̄t gwéstl a oa gréat a oa lékéat étré daouarn Sélémit hag hé vreûdeûr.