The Bible Software
Levr Yehoshoua · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehoshoua 6

1Hôgen Jériko a oa serret ha krévéet, gan̄d ar spoun̄t rak bugalé Israel; ha dén na grédé mon̄d er-méaz na mon̄d ébarz.

2Hag ann Aotrou a lavaraz da Jozué: Chetu em eûz rôet enn da zourn Jériko, hag hé roué, hag ann holl dûd kré a zô enn-hi.

3Grîd ann drô eûz a géar, eur wéach ann deiz, c’houi holl dûd-a-vrézel, hag é réot kémen̄t-sé é-pâd c’houéac’h dervez.

4Hôgen d’ar seizved deiz, ra gémérô ar véleien seiz korn-boud, eûz ar ré gan̄t péré é soneur é bloaz ar Jubilé, ha ra valéin̄t araog ann arc’h a gévrédigez. Seiz gwéach é réot ann drô eûz a géar, hag ar véleien a zonô gan̄d ar c’hornou-boud.

5Ha pa hô dévézô sonet ar c’hornou-boud gan̄t eur son hirroc’h ha startoc’h, ha pa en dévézô skôet ann trouz war hô tiskouarn, ar bobl holl a c’harmô gan̄d eunn trouz brâz, ha muriou kêar a gouézô bétég ann diazez, ha pép-hini a iélô enn-hi dré al léac’h dirâk péhini en em gavô.

6Ha Jozué, mâb Nun, a c’halvaz ar véleien, hag a lavaraz d’ézhô: Kémérid ann arc’h a gévrédigez, ha seiz béleg all kéméret ar seiz korn-boud ar Jubilé, ha ra valéin̄t dirâg arc’h ann Aotrou.

7D’ar bobl é lavaraz ivé: It, ha grîd ann drô eûz a géar, hag hoc’h armou gan-é-hoc’h, ha kerzit araog arc’h ann Aotrou.

8Pa en dôé Jozué éhanet da gomza, ar seiz bélek en em lékéaz da zéni gan̄d ar seiz korn-boud dirâg arc’h kévrédigez ann Aotrou;

9Ann holl armé gan̄d hô armou a gerzé araog ann arc’h, hag ar bobl holl a iéa war-lerc’h, ha trouz ar c’hornou-boud a zonô skiltr a bép tû.

10Hôgen Jozué en dôa gourc’hémennet d’ar bobl, ô lavarout: Na c’harmot két, ha na vézô két klevet hô mouéz, ha na zeûi gér é-bed er-méaz eûz hô kénou, kén na vézô deûet ann deiz e péhini é livirinn d’é-hoc’h: Garmit, ha grîd eunn trouz brâz.

11Arc’h ann Aotrou a réaz éta eur wéach enn deiz ken̄ta ann drô eûz a géar, hag é tistrôaz d’ar c’hamp, hag é choumaz énô.

12Ha Jozué ô véza savet abarz ann deiz, ar véleien a géméraz arc’h ann Aotrou,

13Ha seiz anézhô a géméraz seiz korn-boud, eûz ar ré gan̄t péré é soneur é bloaz ar Jubilé. Hag hî a valéé dirâg arc’h ann Aotrou enn eur zéni: ar bobl hô dôa armou a iéa enn hô raok, hag ar ré all eûz ar bobl a iéa war-lerc’h ann arc’h, hag a glevé trouz ar c’hornou-boud.

14Ober a réjon̄t eur wéach ann drô eûz a géar ann eil dervez, hag é tistrôjon̄t d’ar c’hamp. Ével-sé é réjon̄t é-pâd c’houec’h dervez.

15Hôgen d’ar seizved deiz, ô véza savet min̄tin mâd, é réjon̄t seiz gwéach ann drô eûz a géar, ével ma oa bét gourc’hémennet d’ézhô.

16Ha pa zoné ar véleien gan̄d ar c’hornou-boud er seizved trô, Jozué a lavaraz da holl bobl Israel: Garmit ha grit trouz; râg ann Aotrou en deûz rôet ar géar d’é-hoc‘h.

17Ra vézô anaouéet ar géar-zé: ha ra vézô gwéstlet d’ann Aotrou kémen̄t trâ a zô enn-hi. Ra choumô hép-kén béô Rahab ar c’hast, gan̄d ar ré holl a zô gan̄t-hi enn hé zî; rak kuzet é deûz ar ré hor bôa kaset évid anaoud ar vrô.

18Hôgen c’houi, likid évez na lakaac’h hô tourn war nétrâ, hervez ma eo bét difennet d’é-hoc’h; gan̄d aoun na zeûac’h da wall-ôber ha da denna ar reûstl hag ar péc’hed war holl armé Israel.

19Kémen̄d a zô gréat gan̄d aour ha gan̄d arc’han̄t, ha kémen̄t léstr arem hag houarn, ra vézô gwéstlet d’ann Aotrou, ha lékéat enn hé den̄zoriou.

20Ann holl bobl éta ô véza garmet gan̄t eunn trouz brâz, hag ar c’hornou-boud ô séni, pa oé klévet ar vouéz hag ar son gan̄d ann dûd holl, ar muriou a gouézaz râk-tâl; ha pép-hini a biñaz dré al léac’h dirâk péhini en em gavé: hag hî a géméraz kéar,

21Hag a lazaz kemen̄d dén a oa enn-hî, adaleg ar oazed bétég ar merc’hed, adaleg ar vugalé bétég ar ré gôz. Skei a rejon̄d ivé gan̄d ar c’hlézé ann éjenned, hag ann dén̄ved, hag ann ézen.

22Hôgen Jozué a lavaraz d’ann daou zén péré a oa bét kaset évid anaoud ar vrô: Id é tî ar c’hast, ha likit-hi da zon̄d er méaz gan̄t kémen̄d a zô d’ezhi, ével ma hoc’h eûz hé douet d’ézhi.

23Ann daou zén-iaouan̄k ô véza éta éad enn ti, a gasaz Rahab, hag hé zâd hag hé mamm, hag hé breûdeûr, hag hé c’héren̄t, hag hé holl draou, hag a réaz d’ézhô choum er-méaz eûz a gamp Israel.

24Neûzé é tevchon̄t ar géar, ha kémen̄d a oa enn-hî, néméd ann aour hag ann arc’han̄t, hag al listri arem hag houarn, a wéstlchon̄t évit ten̄zor ann Aotrou.

25Hôgen Jozué a viraz béô Rahab ar c’hast, ha ti hé zâd, gan̄t kémen̄d é dôa; hag hî a choumaz é-kreiz pobl Israel, bété vréma; ô véza m’é dôa kuzet ar ré en dôa kaset évid anaout Jériko.

26Milliget ra vézô dirâg ann Aotrou, ann dén a zavô hag a ziazézô a-névez kéar Jériko. Ra zaolô hé diazez war hé gen̄ta-ganet, ha ra lakai hé dôriou war ann divéza eûz hé vugalé.

27Ann Aotrou a oé éta gan̄t Jozué, hag hé hanô a oa brudet-brâz dré ann douar holl. ———— VII. PENNAD. Pobl Israel a zô trec’het gan̄d ann énébourien. Akan a zô labézet.

← Levr Yehoshoua 5Read In The App, Free →Levr Yehoshoua 7 →

Study Levr Yehoshoua 6

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324