Levr Yehoshoua 6:25
Hôgen Jozué a viraz béô Rahab ar c’hast, ha ti hé zâd, gan̄t kémen̄d é dôa; hag hî a choumaz é-kreiz pobl Israel, bété vréma; ô véza m’é dôa kuzet ar ré en dôa kaset évid anaout Jériko.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 2:1Jozué, mâb Nun, a gasaz éta eûz a Sétim daou spier, hag a lavaraz d’ézhô: Id, ha sellit-pîz oud ar vrô, hag out kéar Jériko. Ar ré-man̄ gerzaz hag a iéaz é-tî eur c’hast, hanvet Rahab, hag a ziskuizaz enn hé zî.
Joshua 2:6Hag hî a lékéaz anézhô da biña war lein hé zî, hag a c’hôlôaz anézhô gan̄d hordennou lîn a oa énô.
Joshua 4:9Jozué a lékéaz ivé daouzék méan all é-kreiz aoz ar Jourdan, el léac’h ma oa arzaôet ar véleien a zougé ann arc’h a gévrédigez: hag hî a zô choumet énô bété vréman̄.
Judges 1:24É wélchon̄t eur goaz a zeûé er-méaz eûz a géar, hag é léverchon̄t d’ézhan̄: Diskouéz d’é-omp dré béléac’h é helleur mon̄d é kéar, hag é raimp trugarez d’id.