Levr Yehoshoua 6:5
Ha pa hô dévézô sonet ar c’hornou-boud gan̄t eur son hirroc’h ha startoc’h, ha pa en dévézô skôet ann trouz war hô tiskouarn, ar bobl holl a c’harmô gan̄d eunn trouz brâz, ha muriou kêar a gouézô bétég ann diazez, ha pép-hini a iélô enn-hi dré al léac’h dirâk péhini en em gavô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 6:20Ann holl bobl éta ô véza garmet gan̄t eunn trouz brâz, hag ar c’hornou-boud ô séni, pa oé klévet ar vouéz hag ar son gan̄d ann dûd holl, ar muriou a gouézaz râk-tâl; ha pép-hini a biñaz dré al léac’h dirâk péhini en em gavé: hag hî a géméraz kéar,
Judges 20:37Ar ré-man̄ ô sével râk-tâl eûz al léac’h é péhini é oan̄t kuzet, a dré-c’haz bugalé Ben̄jamin a dec’hé enn hô râok, a iéaz ébarz kéar hag a lazaz gan̄d ar c’hlézé ann holl dûd a oa enn-hi.
1 Samuel 17:20Hôgen Michol, eil verc’h Saül, a garé David. Ha kémen̄t-sé ô véza bét lavaret da Zaül, é oé dâ gan̄t-han̄.
Isaiah 25:12Aotrou, té a rôi d’é-omp ar péoc’h; rak té eo éc’h eûz gréat hon holl ôberiou enn-omp.