Levr Yehoshoua 7:13
Saô, santéla ar bobl, ha lavar dézhô: En em zan̄télit évit war-c’hoaz; râk chétu pétrâ a lavar ann Aotrou Doué Israel: Éma ann anaoué enn da greiz, ô Israel; na helli két derc’hel stard oud da énébourien, kén na vézô gwastet eûz hô touez ann hini a zô kabluz eûz ar gwall-zé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 13:6Gan̄d aoun na zeûjé ar c’har nésa d’ann hini a zô bét skuḻet hé c’hoad, héget gan̄d hé c’hlac’har, da rédek war-lerc’h hé-man̄, ha d’hé dizout, mar d-eo ré hir ann hen̄t, ha d’hé laza, pétrâ-bennâg n’eo két hé-unan̄ dellézek a varô, ô véza n’eûz kéd a zoaré en défé bét ken̄t kâs é-béd oud ann hini a zô bét lazet.
Joshua 6:18Hôgen c’houi, likid évez na lakaac’h hô tourn war nétrâ, hervez ma eo bét difennet d’é-hoc’h; gan̄d aoun na zeûac’h da wall-ôber ha da denna ar reûstl hag ar péc’hed war holl armé Israel.
Joel 2:16Ann Aotrou a iudô eûz a Zion, hag a rôi da glevout hé vouéz eûz a Jéruzalem: ann én̄vou hag ann douar a grénô: hôgen ann Aotrou a vézô géd hé bobl, ha ners mipien Israel.