Levr Yehoshoua 8:16
Ha ré Hai och ôber eur garm war-eunn-drô, hag oc’h en em galounékaat ann eil égilé, a iéaz war hô lerc’h. Ha pa oen̄t éat er-méaz eûz a géar,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 20:31Bugale Ben̄jamin a zilamaz ivé eûz hô c’héar gan̄d herder, hag a iéaz pell war-lerc’h hô énébourien a dec’hé, enn hévélep doaré ma c’hlazchon̄t lôd anézhô ével ann deiz ken̄ta hag ann eil, hag é tispenchon̄t ar ré a drôé hô c’hein dré zaou hen̄t, dré ann hini a iéa da Vétel, ha dré ann hini a iéa da C’habaa; hag é lazchon̄t war-drô trégon̄t dén:
Psalms 9:16Ann Aotrou a vézô anavézet diouc’h ar varn a rai; ar péc’her a zô bét paket é labouriou hé zaouarn.