Levr Yehoshoua 8
1Hôgen ann Aotrou a lavaraz da Jozué: N’az péz kéd a aoun ha na spoun̄t két. Kémer gan-éz ann holl vrézélidi, ha kerz a-énep kéar Hai; chétu em eûz lékéat étré da zaouarn hé roué, hag hé bobl, ha kéar, hag ar vrô.
2Hag é ri é-kén̄ver Hai, hag hé roué, ével ma éc’h eûz gréat é-kén̄ver Jériko, hag hé roué. Hôgen kéméroud a réot évid-hoc’h ar preiz hag ann holl loéned: laka spiou adrén̄ kéar.
3Jozué a zavaz éta, ha gan̄t-han̄ ann holl armé, évit kerzout a-énep Hai: hag ô véza dibahet trégon̄t dén kalounek, é kasaz anézhô diouc’h ann nôz.
4Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout: Likit spiou adrén̄ kéar: na bellait két kalz, ha bézit prést holl:
5Hôgen mé, hag ar bobl, éz aimp war eunn tû all da daga kéar. Ha pa zeûin̄t er-méaz enn hon énep é tec’himp, ével ma hon eûz gréat ken̄t, hag é trôimp hor c’hein;
6Kén n’hor bézô didennet ar ré a vézô war hol lerc’h pelloc’h diouc’h kéar: râg hî a grédô pénaoz é tec’homp ével ma hon eûz gréat kén̄t.
7Pa dec’himp éta, ha pa zeûin̄t war hol lerc’h, c’houi a zavô eûz hô spiou, hag é wastot kéar; râg ann Aotrou hô Toué hé lakai étré hô taouarn.
8Ha pa hô pézô hé c’héméret, devit-hî, ha grit pép-trâ ével ma em eûz hé c’hourc’hémennet d’é-hoc’h.
9Jozué hô c’hasaz kuît, hag hî a iéaz da léac’h hô spiou; hag é choumchon̄t étré Bétel ha Hai, war-zû ar c’hûs-héol eûz a géar Hai; hôgen Jozué a choumaz é-pâd ann nôz-zé é-kreiz ar bobl;
10Hag an̄trônôz, ô sével abarz ann deiz, é kéméraz ann niver eûz hé dûd hag en em lékéaz gan̄d ann hénaoured é penn ann armé, skoazellet gan̄d al lôd brasa eûz ar vrézélidi.
11Ha pa oen̄t deûet, ha pa oen̄t piñet dirâk kéar, éc’h arzaôchon̄t war-zû ann han̄ter-nôz; hag eunn draon̄ien a ioa étré hî ha kéar.
12Jozué a zilennaz ivé pemp mil dén, hag a lékéaz anézhô é spi étré Bétel ha Hai, war-zû ar c’hûs-héol eûz ann hévelep kéar.
13Hag ann dûd all eûz ann armé a gerzé daré d’ann emgann war-zû ann han̄ter-nôz, enn hevélep doaré ma skôé ar ré zivéza eûz ann holl dûd-zé war ann tû eûz a gûs-héol kéar: Jozué éta ô véza kerzet enn noz-zé a choumaz é-kreiz ann draon̄ien.
14Pa wélaz kémen̄t-sé roué Hai, é teûaz buhan diouc’h ar min̄tin er-méaz eûz a géar gan̄d hé holl armé, hag é kasaz hé vrézélidi étrézég ann distrô hép gouzout pénaoz éz oa tûd é spi adrén̄ d’ézhan̄.
15Hôgen Jozué hag Israel holl a géméraz ann tec’h, oc’h ôber neûz da gaout aoun, hag ô kerzout dré hen̄t ann distrô.
16Ha ré Hai och ôber eur garm war-eunn-drô, hag oc’h en em galounékaat ann eil égilé, a iéaz war hô lerc’h. Ha pa oen̄t éat er-méaz eûz a géar,
17Ha na oé choumet hini anézhô é Hai hag é Bétel héb béza éat war-lerc’h Israel; ha ma oan̄t éat enn eunn taol brâz er-méaz, ha ma oa lézet gan̄t-hô hô c’heriou digor,
18Ann Aotrou a lavaraz da Jozué: Saô ar spék a zô enn da zourn out kéar Hai, râg hé rei a rinn d’id.
19Ha p’en dôé savet hé spék out kéar, ar ré a oa kuzet é spi a zavaz râk-tâl; hag ô kerzout étrézé kéar, é kémerchon̄t hag é tevchon̄t anézhi.
20Hôgen tûd kéar, péré a iéa war-lerc’h Jozué, ô véza sellet adren̄ d’ézhô, hag ô wélout ar môged eûz a géar a zavé bétég ann én̄v, na helchon̄t mui tec’hi na tû-man̄ na tu-hon̄t: dreist-holl pa zeûaz ar ré hô dôa gréat neûz da dec’hî, hag a gerzé war-zû ann distrô, da énébi stard oud ar ré a gerzé war hô lerc’h.
21Jozué hag Israel holl ô wélout pénaoz é oa kéméret kéar, hag é savé ar môged anézhî, a zistrôaz war hô c’hîz, hag a wastaz tûd Hai.
22Enn hévéleb amzer ar ré hô dôa kéméret ha devet kéar, ô véza éat er-méaz war arbenn d’hô zùd, a zéraouaz skei war ann énébourien a oé taget a bép tû; enn hévélep doaré n’en em zavetéaz hini é-béd eûz a eunn niver ker brâz.
23Kéméroud a réjon̄t ivé er-béô roué kéar Hai, hag her c’haschon̄t da Jozué.
24Ar ré holl éta péré a oa éat war-lerc’h ann Israélited pa gerzen̄t étrézég ann distrô, ô véza bét trec’het hag eunn niver brâz anézhô ô véza bét lazet (T) el léac’h-zé, bugalé Israel en em drôaz out kéar, hag a lazaz ar ré holl a oa c’hoaz enn-hi.
25Lazet é oé enn deiz-zé, kenn goazed, kenn merc’hed, daouzék mil dén péré a oa holl eûz a géar Hai.
26Hôgen Jozué ô terc’hel hé spék, na izélaaz két hé zourn en dôa savet d’ann néac’h, kén na oé lazet holl dûd Hai.
27Bugalé Israel a rannaz étré-z-hô al loéned hag ar preiz eûz a géar, ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Jozué.
28Neûzé é tévaz kéar, hag é réaz anézhi eur béz da vikenn.
29Lakaad a réaz ivé staga oud ar groug roué Hai, bétég ar pardaez ha bété kûs-héol. Neûzé Jozué a c’hourc’hémennaz diskenni hé gorf-marô eûz ar grôaz: hag é oé taolet é-harz dôr kéar, hag é oé lékéat war-n-ézhan̄ eur bern brâz a vein, a zô choumet bétég-henn.
30Neûzé Jozué a zavaz eunn aoter d’ann Aotrou Doué Israel war vénez Hébal:
31Ével m’en dôa gourc’hémennet Moizez, servicher ann Aotrou, da vugalé Israel, ha ma eo skrivet é levr lézen Moizez. Ann aoter-zé a oa gréat gan̄t mein digompez oc’h péré n’oa két bét stoket ann houarn: hag é kennigaz war-n-ézhi sakrifisou-losk, hag é lazaz viktimou a béoc’h.
32Skriva a réaz ivé war vein ann Deûtéronom lézen Moizez, en dôa lékéat dirâk bugalé Israel.
33Hôgen ar bobl holl, hag ann hénaoured, ann oviserien, hag ar varnerien a oa enn hô zâ enn daou dû eûz ann arc’h, dirâg ar véléien a zougé arc’h kévrédigez ann Aotrou, kenn ann diavésidi, kenn tûd ar vrô. Ann han̄ter anézhô a oa é-harz ménez Garizim, hag ann han̄ter all é-harz ménez Hébal, ével m’en dôa hé c’hourc’hémennet Moizez, servicher ann Aotrou. Ha Jozué a vennigaz da-gen̄ta ar bobl a Israel.
34Goudé-zé é lennaz ann holl gomziou a vennoz hag a valloz, ha kémen̄d a oa skrivet é levr al lézen.
35Na lézaz nétrâ héb hé lavarout, eûz a gémen̄t en dôa gourc’hémennet Moizez: hôgen diskouéza a réaz a-névez pép trâ dirâg holl bobl Israel, dirâg ar merc’hed, dirâg ar vugaligou, ha dirâg ann diavézidi a oa deûet da choum enn hô zouez. ———— IX. PENNAD. Trôidel ar C’habaonited.