Levr Yehoshoua 8:24
Ar ré holl éta péré a oa éat war-lerc’h ann Israélited pa gerzen̄t étrézég ann distrô, ô véza bét trec’het hag eunn niver brâz anézhô ô véza bét lazet (T) el léac’h-zé, bugalé Israel en em drôaz out kéar, hag a lazaz ar ré holl a oa c’hoaz enn-hi.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
23Kéméroud a réjon̄t ivé er-béô roué kéar Hai, hag her c’haschon̄t da Jozué.
25Lazet é oé enn deiz-zé, kenn goazed, kenn merc’hed, daouzék mil dén péré a oa holl eûz a géar Hai.
Cross References
Numbers 21:24Hôgen Israel hen diskolpaz gan̄d ar c’hlézé, hag a géméraz hé vrô, adaleg Arnon bété Jébok, ha bété bugalé Ammon; rag harzou ann Ammonited a oa diwallet gan̄t gwikadellou kré.
Joshua 11:10Hag ô véza distrôet râk-tâl, é kéméraz Asor, hag é lazaz hé roué gan̄d ar c’hlézé. Rag Asor a oa bét a béb amzer ar gen̄ta hag ar penn-kéar eûz ann holl rouan̄télésiou-zé.