Levr Yehoshoua 9:6
Don̄d a réjon̄t da gaout Jozué, péhini a oa neûzé é kamp Galgala, hag é léverchon̄t d’ézhan̄ kerkouls ha d’ann holl Israel: Eûz a eur vrô pell-brâz é teûomp, gan̄d ar c’hoan̄t hon eûz da ôber ar péoc’h gan-é-hoc’h. Ha bugalé Israel a lavaraz d’ézhô:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 4:19Hôgen ar bobl a biñaz eûz ar Jourdan enn dékved deiz eûz ar c’hen̄ta mîz, hag é lékéjon̄t hô c’hamp é Galgala, war-zû ar sâv-héol eûz a géar Jériko.
Joshua 9:9Hag hî a lavaraz: Da zervicherien a zô deûet eûz a eur vrô pell-meûrbéd é hanô ann Aotrou da Zoué. Rak klévet hon eûz hanô eûz hé c’halloud, eûz a gémen̄t en deûz gréat enn Éjipt;
Joshua 10:43Ha Jozué a zistrôaz gan̄d Israel holl da C’halgala é péléac’h édo hé gamp. ———— XI. PENNAD. Jozué a laka ann tân é Ator hag é meûr a géar all.