The Bible Software
Levr Yehoshoua · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehoshoua 9

1Pa oé klévet kémen̄t-sé, ann holl rouéed eûz ann tû all eûz ar Jourdan péré a choumé war ar ménésiou hag er gompézennou, enn arvôriou, ha war aot ar môr brâz; hag ar ré a choumé war harz al Liban, ann Héléed, hag ann Amorréed, hag ar C’hananéed, hag ar Férézéed, hag ann Hévéed, hag ar Jébuzéed,

2En em unanaz kévret évit stourmi out Jozué, hag Israel, gan̄d eunn hévélep kaloun, hag eunn hévélep ménoz.

3Hôgen ar ré a choumé é Gabaon, ô véza klévet kémen̄d en dôa gréat Jozué é Jeriko hag é Hai;

4Hag ô venna gan̄t trôidel, é kémerchon̄t gan̄t-hô boéd, é lékejon̄t seier kôz war hô ézen, ha bouc’h-kennou roget hag asgriet;

5Kôz voutou aozet gan̄t pen̄séliou évit rei dézhô eunn doaré kôsoc’h. Gwisket é oan̄t ivé gan̄t diḻad kôz; hag ar baraou a zougen̄t évid boéd-hen̄t, a oa kalet, ha torret a dammou.

6Don̄d a réjon̄t da gaout Jozué, péhini a oa neûzé é kamp Galgala, hag é léverchon̄t d’ézhan̄ kerkouls ha d’ann holl Israel: Eûz a eur vrô pell-brâz é teûomp, gan̄d ar c’hoan̄t hon eûz da ôber ar péoc’h gan-é-hoc’h. Ha bugalé Israel a lavaraz d’ézhô:

7Martézé é choumit enn douar-man̄ a dlé béza d’é-omp ével hol lôden, ha neûzé na helfemp két ôber kévrédigez gan-é-oc’h.

8Hôgen hî a lavaraz da Jozué: Da zervicherien omp. Ha Jozué a lavaraz d’ézhô: Piou oc’h-hu? Hag a béléac’h é teûit-hu?

9Hag hî a lavaraz: Da zervicherien a zô deûet eûz a eur vrô pell-meûrbéd é hanô ann Aotrou da Zoué. Rak klévet hon eûz hanô eûz hé c’halloud, eûz a gémen̄t en deûz gréat enn Éjipt;

10Hag é-ken̄ver ann daou roué ann Amorréed péré a oa enn tû all d’ar Jourdan, Séhon, roué Hésébon, hag Og, roué Basan, péhini a oa é Astarot.

11Hag ann hénaoured hag holl dûd hor brô hô deûz lavaret d’é-omp: Kémérit boéd gan-é-hoc’h enn-abek d’ann hen̄t hirr, hag îd war hô arbenn, ha livirit dezhô: Hô servicherien omp, grît kévrédigez gan-é-omp.

12Chétu ar baraou hon eûz kéméret tomm, pa omb éat er méaz eûz hon tiez évid don̄d étrézeg enn-hoc’h; ha bréma in̄t deûet da véza séac’h, hag é kouézon̄t a dammou gan̄d ar gôzni.

13Ar bouc’h-kennou-zé a oa névez pa hon eûz lékéat gwîn enn-hô; ha bréma in̄t roget ha di-gri. Ar saéou a zô war-n̄-omp, hag ar boutou a zô enn hon treid a zô astud, enn-abek d’ann hen̄t hirr, ha na dalon̄t mui nétrâ.

14Ann dûd a géméraz eûz hô boéd, ha na c’houlenchon̄t két ali ann Aotrou.

15Ha Jozué a rôaz ar péoc’h d’ézhô; ha goudé béza bét gréat kévrédigez gan̄t-hô, é rôaz hé c’hér d’ézhô pénaoz na vijen̄t két lazet. Ha prin̄sed ar bobl a douaz ivé ann hévélep trâ d’ézhô.

16Hôgen a-benn tri deiz goudé ma oa gréat ar gévrédigez, é klevchon̄t pénaoz é choumen̄t er vrô néz, ha pénaoz é oan̄t daré d’en em gavout é-touez hô zùd.

17Bugale Israel ô véza savet hô c’hamp, a iéaz ann trédé deiz enn hô c’heriou, a béré éma aman̄ ann hanvou: Gabaon, ha Kafira, ha Bérot, ha Kariatiarim.

18Ha n’hô lazchon̄t ket, ô véza ma hô dôa hé douet d’ézhô prin̄sed ar bobl é hanô ann Aotrou Doué Israel. Rak-sé ann holl bobl a grôzaz a-éneb ar brin̄sed.

19Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ar bobl: Touet hon eûz d’ézhô é hanô ann Aotrou Doué Israel; ével-sé na hellomp két lakaad hon dourn war-n-ézhô.

20Hôgen chétu pétrâ a raimp d’éz-hô: miret é vézô evit-gwîr hô buez d’ézhô, gan̄d aoun na zeûfé da zével drouk enn Aotrou enn hon énep, mar teûfemp da derri hon lé. (T).

21Hôgen béva a rain̄t enn hévélep doaré, ma trouc’hin̄t ha ma tougin̄t ar c’heûneûd hag ann dour a vézô réd évit servich ann holl bobl.

22Jozué a c’halvaz ar Gabaonited, hag a lavaraz d’ézhô: Pérâg eo bét fellet d’é-hoc’h hon touella gan̄d hô kevier, ô lavarout: Choum a réomp pell diouz-hoc’h; pa eo gwîr pénaoz émoc’h enn hor c’hreiz?

23Râk-sé é viot dindân ar valloz, hag é vézô bépréd enn hô kwenn tûd péré a drouc’hô ar c’heûneûd, hag a zougô ann dour évit ti va Doué.

24Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Lavaret é oa bét d’é-omp, nî da zervicherien, pénaoz en dôa ann Aotrou da Zoué rôed hé c’hér da Voizez, hé zervicher, é rôjé d’é-hoc’h ann holl vrô-man̄; hag é kasché-da-gét ann holl dûd a choum enn-hi. Spoun̄tet brâz omb bét; ha gan̄d aoun ra-z-hoc’h, hon eûz kéméret ann dézô-zé évit savétei hor buez.

25Hôgen bréma émomb étré da zaouarn: grâ enn hor c’hén̄ver ar péz a gavi mâd ha reiz.

26Jozué a réaz éta ével m’en dôa lavaret: hô zenna a réaz eûz a zaouarn bugalé Israel, hag é viraz oud ar ré-man̄ n’hô lazchen̄t.

27Hag hén̄ a reizaz enn deiz-zé pénaoz é vijen̄t da vévellou d’ann holl bobl, ha da aoter ann Antrou; ha pénaoz é trouc’hchen̄t ar cheûneûd hag é tougchen̄t ann dour el léac’h a vijé dilennet gan̄d ann Aotrou, ével ma réon̄t c’hoaz béteg henn. ———— X. PENNAD. Jozué a laka ann héol da arzaôi, hag a gémer meûr a géar.

← Levr Yehoshoua 8Read In The App, Free →Levr Yehoshoua 10 →

Study Levr Yehoshoua 9

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324