Lizher Sant Jud 1:9
Hôgen Mikéal ann Arc’ hel, pa strivé gan̄d ann diaoul diwar-benn korf Moizez, na grédaz két hé varna gan̄d drouk-prézeg; hôgen lavaroud a réaz: Ra drec’hô ann Aotrou ac’hanod.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 12:17Ha David a iéaz d’hô diambrouga, hag a lavaraz d’ézhô: Mar teûit é péoc’h étrézég enn-oun évit va c’hennerza, va c’haloun a vézô a unan gan-é-hoc’h; hôgen mar teûit a berz va énébourien évit va zouella, pétrâ-bennâg ma eo dizroug va daouarn, ra zellô Doué hon tadou, ha ra varnô.
Isaiah 37:3Neûzé ar profed Isaias a iéaz da gavout ar roué Ézéc’hias, hag a lavaraz d’ézhan̄: Pétrâ hô deûz lavaret ann dûd-zé, hag a béléac’h in̄d-hi deûet étrézég enn-od? Hag Ézéc’hias a lavaraz: Eûz a eur vrô bell in̄d deûet d’am c’havout, eûz a Vabilon.
Daniel 10:13Hôgen prin̄s rouan̄télez ar Bersied a énébaz ouz-in a-héd eunn dervez war-n-ugen̄t: ha chétu Mikael, unan eûz ar brin̄sed ken̄ta, a zeûaz d’am ken-nerza; ha mé a choumaz énô gan̄t roué ar Bersied.
Daniel 12:1Hôgen enn amzer-zé é savô Mikael ar prin̄s brâz, péhini a zâv évit bugalé da bobl: hag é teûi eunn amzer ha n’eo két bét unan hén̄vel out-han̄, abaoé ma eûz bét dérou d’ar brôadou bété neûzé. Hag enn amzer-zé é vézô savétéet eûz da bobl, kémen̄d hini a vézô skrivet hé hanô el levr.