Levr Daniel 12:1
Hôgen enn amzer-zé é savô Mikael ar prin̄s brâz, péhini a zâv évit bugalé da bobl: hag é teûi eunn amzer ha n’eo két bét unan hén̄vel out-han̄, abaoé ma eûz bét dérou d’ar brôadou bété neûzé. Hag enn amzer-zé é vézô savétéet eûz da bobl, kémen̄d hini a vézô skrivet hé hanô el levr.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 69:28Ra vézin̄t lamet eûz a levr ar ré véô; ha na vézen̄t két skrivet gan̄d ar ré reiz.
Isaiah 9:7Mui-oc’h-vui en em astennô hé c’halloud, hag ar péoc’h a vézô dizivez; war drôn David, ha war hé rouan̄télez éc’h azézô; évit ma hé c’hrévai, ha ma hé startai er varn hag er reizded, a vréma ha da vikenn; oaz Aotrou ann arméou a rai kémen̄t-sé.
Isaiah 26:20Kenn en̄k eo ar gwélé, mar kouéz unan d’ann traon̄; ker striz eo ar ballen, na hell két gôlei daou zén.
Jeremiah 30:7Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: Tridit gan̄t lévénez, ô Jakob, c’hoarzit é penn ar brôadou; grît trouz, ha kanit, ha livirit: Dieûb, Aotrou, da bobl, dilerc’h Israel.
Ezekiel 13:9Va dourn a boézô war ar broféded a wél traou gwân, hag a ziougan gévier; n’en em gavin̄t két é kuzul va fobl, ha na vézin̄t két skrivet é levr tî Israel, ha n’az ain̄t két é douar Israel; ha c’houi a wézo pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.