Levr ar Varnerien 1:18
Juda a géméraz ivé Gaza gan̄d hé harzou, hag Askalon, hag Akkaron gan̄d hô harzou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 1
Cross References
Joshua 13:3Adalek ar ster dour téval, a zoura ann Éjipt, bétég harzou Akaron, étrézeg ann han̄ter-nôz: douar Kanaan, péhini a zô rannet étré ar pemp prin̄s eûz ar Filistined, hini Gaza, hini Azot, hini Askalon, hini Get, hag hini Akaron.
Joshua 15:45Akaron gan̄d hé bourc’hiou hag hé zréfiou.
Judges 14:19Ha spéred ann Aotrou a grogaz é Samson, hag hén̄ a ziskennaz da Askalon, hag a lazaz énô trégon̄t dén̄: hag ô véza kéméret hô diḻad, é rôaz anézhô d’ar ré hô dôa displéget hé lavar-gôlôet. Hag ô von̄t droug enn-han̄ é piñaz da dî hé dâd.
Judges 16:21Pa hô dôé ar Filistined hé géméret, é tennchon̄t hé zaoulagad eûz hé benn, ha goudé béza hé éréet gan̄t chadennou, é kaschon̄t anézhan̄ da C’haza; hag ô véza hé zerret er vâc’h, hel lékéjon̄t da drei ar vréô.
Jeremiah 25:20Béz’ é oé c’hoaz eunn dén hag a ziouganaz é hanô ann Aotrou; Uriaas, mâb Séméias eûz a Gariatiarim; hag hén̄ en dôa diouganet a-éneb ar géar-man̄, hag a-éneb ar vrô-man̄, kémen̄d en deûz lavaret Jérémias.