The Bible Software
Levr ar Varnerien · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Varnerien 1

1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 274-304) ◄ Levr Jozué Ar Varnérien Levr Ruth ► AR VARNERIEN. ———— I. PENNAD. Ann Israélited a zô tréac’h d’ar C’hananéed. (T). 1 Goudé ma oé marô Jozué, bugalé Israel a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout: Piou a biñô enn hor raok a-éneb ar C’hananéed, ha piou a vézô da réner d’é-omp er brézel-zé?

2Hag ann Aotrou a lavaraz: Juda a biñô a-raok. Chétu em eûz lékéat douar ann énébourien étré hé zaouarn.

3Ha Juda a lavaraz da Siméon hé vreûr: Piñ gan-én̄ el lôden a zigwézô d’in, ha stourm oud ar C’hananéed évid ma kerzinn gan-éz el lôden a zigwézô d’id; ha Siméon a iéaz kuit gan̄t-han̄.

4Ha Juda a biñaz, hag ann Aotrou a lékéaz ar C’hananéed hag ar Férézéed étré hô daouarn: hag hî a dréc’haz é Bézek dék mil dén.

5

6Hag hî a gavaz é Bézek Adonibézek; hag é stourmchon̄t out-han̄; hag é tréc’hon̄t ar C’hananéed hag ar Férézéed. 6 Hôgen Adonibézek a dec’haz: hag hî a iéaz war hé lerc’h, hag a bakaz anézhan̄; hag é trouc’hchon̄t barrou hé zaouarn hag hé dreid.

7Hag Adonibézek a lavaraz: Tri-ugen̄t roué, goudé béza bét trouc’het d’ézhô barrou hô daouarn hag hô zreid, a zastumé dindân va zaol ar boéd a choumé eûz va dilerc’h (T): ével ma em eûz gréat, en deûz gréat ann Aotrou d’in. Hé gâs a réjon̄t da Jéruzalem, hag é varvaz énô.

8Rak bugalé Juda, ô véza grounnet Jéruzalem, a géméraz anézhî, a lazaz ann holl dûd gan̄d ar c’hlézé, hag a lékéaz ann tân er géar holl.

9Ha goudé-zé é tiskennchon̄t hag é stourmchon̄t oud ar C’hananéed, a choumé war ar ménésiou, ha war-zû ar chrésteiz, hag er c’hompézennou.

10Ha Juda ô véza éat a-éneb ar C’hananéed a choumé é Hébron, hanvet enn amzer-zé Kariat-Arbé, a drec’haz Sésai, hag Ahiman, ha Tolmai:

11Hag ô véza éat-kuît ac’hanô, é kerzaz a-énep tûd Dabir, hanvet enn amzer gôz Kariat-Séfer, da lavaroud eo, kéar al lizérou.

12Ha Kaleb a lavaraz: Rei a rinn va merc’h Aksa da c’hrég d’ann hini a gémérô hag a ziskarô Kariat-Séfer.

13Hag Otoniel, mâb Sénez, breûr iaouan̄ka Kaleb, ô véza hé c’héméret, é rôaz d’ézhan̄ hé verc’h Aksa da c’hrég.

14Pa édô hî enn hen̄t, hé ozac’h a aliaz anézhi da c’houlenni eur park digan̄d hé zâd. Hag ô véza ma huanadé hou-man̄ azézet war eunn azen, é lavaraz Kaleb d’ézhi: Pétrâ a c’hoarvez gan-ez? (T). lo. Hag hî a lavaraz: Rô da vennoz d’in; râg eunn douar séac’h éc’h eûz rôed d’in: rô ivé unan hag a vézô glépiet gan̄d dour. Kaleb éta a rôaz d’ézhi eunn douar a oa dour enn-han̄ war-laez hag ouc’h-traon̄.

15

16Hôgen bugalé ar C’hinéad, kar Moizez, a biñaz eûz a géar ar palmez gan̄t bugalé Juda, d’ann distrô eûz hé zigwéz a zô war-zû ar c’hrésteiz eûz a Arad, hag é choumchon̄t gan̄t-hô.

17Hôgen Juda a iéaz gan̄t Siméon hé vreûr, hag é trec’hon̄t ar C’hananéed péré a choumé é Séfaat; hag é lazchon̄t anézhô. Hag ar géar-ze a oé hanvet Horma, da lavaroud eo, anaoué.

18Juda a géméraz ivé Gaza gan̄d hé harzou, hag Askalon, hag Akkaron gan̄d hô harzou.

19Hag ann Aotrou a oé gan̄t Juda, hag hén̄ a berc’hennaz ar vrôiou ménésiek: hôgen na hellaz két tréc’hi tûd ann draon̄ien, ô véza m’hô dôa kalz a girri falc’hek.

20Hag hî a rôaz, ével m’en dôa lavaret Moizez, Hébron da Galeb, péhini a lazaz enn-hi tri mâb Énak.

21Hôgen bugalé Ben̄jamin na lazchon̄t két ar Jébuzéed peré a choumé é Jéruzalem: hag ar Jébuzéed a choumaz é Jérusalem gan̄t bugalé Ben̄jamin hag a zô choumet bété vréman̄.

22Ti Jozef a biñaz ivé da Vétel, hag ann Aotrou a oé gan̄t-hô;

23Râk pa c’hrounnen̄t kéar, a oa hanvet Luza ken̄t,

24É wélchon̄t eur goaz a zeûé er-méaz eûz a géar, hag é léverchon̄t d’ézhan̄: Diskouéz d’é-omp dré béléac’h é helleur mon̄d é kéar, hag é raimp trugarez d’id.

25Ha pa en dôé hé ziskouézet d’ézhô, ar ré-man̄ a lazaz gan̄d ar c’hlézé holl dûd kéar: hôgen lézel a réjon̄t da von̄t ar goâz-zé hag hé holl geren̄t.

26Hé-man̄ ô véza bét kaset-kuît a iéaz da vrô Hettim, hag a zavaz énô eur géar, a hanvaz Luza, hag a zô c’hoaz hiriô hanvet ével-sé.

27Manasé ivé na zisman̄traz két Belsan ha Tanak gan̄d hô bourc’hiou, nag ar ré a choumé é Dor, hag é Jéblaam, hag é Mageddo gan̄d hô bourc’hiou; hag ar C’hananeed a zéraouaz da choum gan̄t-hô.

28Hôgen goudé ma oé deûet Israel da grévaat, é lékéaz anézhô da baéa gwiriou d’ézhan̄, ha na fellaz két d’ézhan̄ hô c’hâs-da-gét.

29Éfraim ivé na lazaz két ar C’hananéed a choumé é Gazer; hôgen choum a réaz gan̄t-hô.

30Zabulon na zispennaz két ar ré a choumé é Sétron hag é Naalol; hôgen ar C’hananéed a choumaz enn hô zouez, hag é paéchon̄t gwiriou d’ézhan̄.

31Aser ivé na zispennaz két ar ré a choumé é Akko, hag é Sidon, hag é Ahalab, hag é Ac’hazib, hag é Helba, hag é Afek, hag é Rohob.

32Hag é choumaz é-touez ar C’hananéed a choumé araog er vrô-zé, ha na lazaz két anézhô.

33Neftali ivé na zisman̄trâz két ar ré a choumé é Betsamer, hag é Bétanat: hag é choumaz é-touez ar C’hananéed a choumé araog er vrô-zé, hag ar Bétsamited hag ar Bétanited a baeaz gwiriou d’ézhan̄.

34Ann Amorréed a strizaz bugalé Dan er ménez, hép rei d’ézhô léac’h da ziskenni d’ar gompézen:

35Hag hî a choumaz war vénez Harez, da lavaroud eo, ménez ar pri, é Ajalon hag é Salébim. Ha galloud tî Jozef a grévaaz, hag ann Amorréed a baéaz gwiriou d’ézhan̄.

36Hôgen harzou brô ann Amorréed a oé adalek kréac’h ar grûg, bété Pétrâ, hag al lec’hiou uc’héloc’h. ———— II. PENNAD. Eunn Éal a damall hé zizanaoudégez d’ar bobl. Israel a gouéz enn idolatri.

← Levr Yehoshoua 24Read In The App, Free →Levr ar Varnerien 2 →

Study Levr ar Varnerien 1

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021