Levr ar Varnerien 10:18
Ha prin̄sed Galaad a lavaraz ann eil d’égilé: Ar chen̄ta ac’hanomp a zeûiô da stourmi out mipien Ammon, a vézô é penn pobl Galaad. ———— XI. PENNAD. Jefté barner é Israel. Hé wéstl diévez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 10
Cross References
Judges 1:1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 274-304) ◄ Levr Jozué Ar Varnérien Levr Ruth ► AR VARNERIEN. ———— I. PENNAD. Ann Israélited a zô tréac’h d’ar C’hananéed. (T). 1 Goudé ma oé marô Jozué, bugalé Israel a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout: Piou a biñô enn hor raok a-éneb ar C’hananéed, ha piou a vézô da réner d’é-omp er brézel-zé?
Judges 11:5Hag ô véza ma oan̄t stardet kaer gan̄t-hô, hénaoured Galaad a iéaz da gavout Jefté é brô Tob, évit goulenni hé skoazel digan̄t-han̄.
Judges 12:7Jefté eûz a C’halaad a varnaz éta Israel a-héd c’houéac’h vloaz: hag hén̄ a varvaz, hag a oé bésiet enn hé géar Galaad.
Isaiah 3:1Râk chétu ann trec’her, Aotrou ann arméou a denn eûz a Jéruzalem hag eûz a Juda, ar galoun hag ann nerz, holl vagadur ar bara, hag holl vagadur ann dour;