Levr ar Varnerien 10
1Goudé Abimélek é oé lékéat é penn bugalé Israel Tola, mâb Fua, éon̄tr Abimélek, dén eûz a vreûriez Isakar, péhini a choumé é Samir, é ménez Éfraim.
2Hag hén̄ a varnaz Israel é-pâd tri bloaz war-n-ugen̄t; hag é varvaz, hag é oé béziet é Samir.
3Ha goudé hé-man̄ é savaz Jair eûz a C’halaad, péhini a varnaz Israel é-pâd daou vloaz war-n-ugen̄t.
4Trégon̄t mâb en dôa a biñé war drégon̄t ébeûl azénéz, ha prin̄sed é oan̄t war drégon̄t kéar é brô Galaad, péré a zô hanvet bété vréman̄ eûz hé anô Havot-Jair, da lavaroud eo, keriou Jair.
5Ha Jair a varvaz, hag a oé béziet el léac’h hanvet Kamon.
6Hôgen bugalé Israel, ô lakaat péc’héjou névez war béc’héjou kôz, a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hag a zervichaz ann idolou, ha Baalim hag Astarot, ha douéed ar Siria ha Sidon, ha Moab, ha mipien Ammon, hag ar Filistined: dilezel a réjon̄t ann Aotrou, ha na géelchon̄t mui anézhan̄.
7Ann Aotrou ô von̄t drouk enn-han̄ enn hô énep (T), hô lékéaz étré daouarn ar Filistined ha mipien Ammon.
8Hag ar ré anézhô a choumé enn tû all d’ar Jourdan, é douar ann Amorréed, a zô ê Galaad, a oé glac’haret ha gwasket-brâz é-pâd triouec’h vloaz.
9Enn hévélep doaré ma treûzaz mipien Ammon, ar Jourdan, ha ma wastchon̄t douarou Juda, ha Ben̄jamin, hag Éfraim, hag Israel a oé gwall c’hlac’haret.
10Ha bugalé Israel ô c’harmi étrézég ann Aotrou, a lavaraz: Péc’het hon eûz enn da géver, ô véza ma hon eûz dilézet ann Aotrou hon Doué, ha ma hon eûz servichet Baalim.
11Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhô: Ann Éjiptianed, hag ann Amorréed, ha mipien Ammon, hag ar Filistined,
12Hag ar Sidonied, hag ann Amalékited, hag ar C’hananéed ha n’hô deûs-hi két gwasket war-n-hoc’h; ha pa hoc’h eûz garmet étrézég enn-oun, ha n’em eûz-mé két hô tennet eûz hô daouarn?
13Ha koulskoudé hoc’h eûz va dilézet, hag hoc’h eûz kéélet douéed a-ziavéaz: râk-sé n’hô tenninn mui er-méaz a boan. (T).
14It, ha galvit ann douéed hoc’h eûz dilennet; ra zieûbin̄t-hî ac’hanoc’h é amzer ar c’hlac’har.
15Ha bugalé Israel a lavaraz d’ann Aotrou: Péc’het hon eûz; gra d’e-omp ar péz a giri; hon diboan hép-kén bréma.
16Hag ô lavarout kémen̄t-sé, é taolchon̄t er-méaz eûz hô douarou idolou ann douéed a-ziavéaz, hag hî a zervichaz ann Aotrou Doué, péhini en dôé truez oud hô reûziou.
17Koulskoudé mipien Ammon gan̄t garmou brâz a zisplégaz hô zeltou é Galaad: ha bugale Israel ô véza en em strollet enn hô énep, a lékéaz hô c’hamp é Masfa.
18Ha prin̄sed Galaad a lavaraz ann eil d’égilé: Ar chen̄ta ac’hanomp a zeûiô da stourmi out mipien Ammon, a vézô é penn pobl Galaad. ———— XI. PENNAD. Jefté barner é Israel. Hé wéstl diévez.