Levr ar Varnerien 18:17
Hag ar ré a oa éat ébarz tî ann dén-iaouan̄k a lékéa hô foan évit kâs gan̄t-hô ar skeûden kizellet, hag ann éfod, hag ann térafimou, hag ar skeûden deûzet; hag ar bélek a oa enn hé zâ é-tâl ann ôr, gan̄d ar c’houec’h kan̄t dén kalounek a oa ô c’hortozi énô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
16Hôgen ar c’houec’h kan̄t dén, péré a oa hô armou gan̄t-hô, a choumaz é-tâl ann ôr.
Read all of Levr ar Varnerien 18
Cross References
Judges 17:4Hô rei a réaz éta d’hé vamm: hag hî a géméraz daou c’han̄t péz arc’han̄t, hag hô rôaz da eunn arc’han̄ter évid ôber gan̄t-hô eur skeûden kizellet hag unan teûzet, a choumaz é ti Mikas.
Judges 18:14Ar pemp dén a oa bét kaset ken̄t évid évésaat out brô Lais, a lavaraz d’hô breûdeûr all: C’houi a oar pénaoz enn tiez-zé éz eûz eunn éfod ha térafimou, hag eur skeûden kizellet, hag unan teûzet: gwélit pétrâ a fell d’é-hoc’h da ôber.
1 Samuel 6:2Kalz a amzer a ioa abaoé ma édô arc’h ann Aotrou é Kariatiarim (râg ugen̄t vloaz a ioa dijâ), hag holl di Israel a éhané oc’h heûlia ann Aotrou.
Isaiah 46:1Sélaouit kémen̄t-man̄, tî Jakob, c’houi péré a zo galvet dré ann hanô a Israel, hag a zô savet eûz a zouréier Juda, c’houi péré a dou dré hanô ann Aotrou, hag hoc’h eûz koun eûz a Zoué Israel, nann er wirionez, nag er reizded.
Micah 5:13Râk-sé éta, hag enn abek d’as péc’héjou, em eûz déraouet skei kré war-n-od.