The Bible Software
Levr ar Varnerien · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Varnerien 18

1Enn deisiou-sé né oa két a roué enn Israel, ha breûriez Dan a glaské douarou évit choum enn-hô: râk bétég ann deiz-zé né dôa két bét hé lôd gan̄d ar breûriézou all.

2Bugalé Dan a gasaz éta eûz a Saraa hag eûz a Estaol pemp dén kalounek-brâz eûz hô gwenn hag eûz hô c’héren̄tiez, évit spia ar vrô ha lakaad évez mâd out-hi; hag hî a lavaraz d’ézhô: Id, hag évésaid oud ar vrô. Ar ré-man̄ ô véza éat enn hen̄t a zeûaz da vénez Éfraim, hag ô véza éat é tî Mikas, éc’h éhanchon̄t énô.

3Hag hî a anavézaz al Lévit iaouan̄k diouc’h hé vouéz, hag ô véza choumet gan̄t-han̄, é léverchon̄t d’éz-han̄: Piou en deûz da gaset aman̄? Pétrâ a réz aman̄? Da bétrâ eo bét fellet d’id don̄t aman̄?

4Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Evel-henn hag ével-henn en deûz gréat Mikas d’in; ha gôbr en deûz rôet d’in évit ma vézinn da vélek d’ézhan̄.

5Neûzé ar ré-man̄ a bédaz anézhan̄ da gémérout kuzul digan̄d ann Aotrou, évit mac’h helfen̄t gouzout hag hî a vijé euruz enn hô hen̄t hag a zeûjé (T) a-benn eûz hô dézô.

6Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Id é péoc’h; ann Aotrou a zell oud hoc’h hen̄t hag oud hoc’h ergerz.

7Ar pemp dén éta a iéaz hag a zeûaz da Lais: hag hî a wélaz ar bobl a choumé er géar-zé, hervez boaz ar Sidonied, héb aoun é-béd, é péoc’h, hag é fisian̄s, héb énébour é-béd, pinvidik-brâz, pell eûz a Zidon, ha rannet diouc’h ann dûd all.

8O véza distrôet étrézég hô breûdeûr é Saraa hag é Estaol, ha pa c’houlennaz ar ré-man̄ digan̄t-hô pétrâ hô dôa gréat, é léverchon̄t d’ézhô:

9Savit, ha piñomp étrézég enn-hô: rak nî hon eûz gwélet eur vrô binvidik-vrâz ha strujuz: bézit war évez, na zaléit két; déomp da gémérout anézhi; n’hor bézô poan é-béd.

10Mon̄d a raimp é-touez tûd leûn a fisian̄s, enn eur vrô éc’hon-brâz, hag ann Aotrou a rôiô d’é-omp al léac’h-zé, é péhini na ziouer nétrâ eûz a gémen̄t a gresk war ann douar.

11Mon̄d a réaz éta eûz a vreûriez Dan, da lavaroud eo, eûz a Zaraa hag eûz a Estaol, c’houec’h kan̄t dén armet évid ar brézel.

12Hag hî a biñaz hag a steñaz hô c’hamp é Kariatiarim Juda: hag abaoé neûzé al léac’h-zé a zô bét hanvet kamp Dan; hag hén̄ a zô adré Kariatiarim.

13Achanô é trémenchon̄t da vénez Éfraim: ha pa oen̄t deûet da dî Mikas,

14Ar pemp dén a oa bét kaset ken̄t évid évésaat out brô Lais, a lavaraz d’hô breûdeûr all: C’houi a oar pénaoz enn tiez-zé éz eûz eunn éfod ha térafimou, hag eur skeûden kizellet, hag unan teûzet: gwélit pétrâ a fell d’é-hoc’h da ôber.

15Hag hî, ô véza en em zistrôet eunn nébeût, a iéaz é tî al Lévit iaouan̄k, a oa é kéar Mikas; hag é léverjon̄t deiz-mâd d’ézhan̄.

16Hôgen ar c’houec’h kan̄t dén, péré a oa hô armou gan̄t-hô, a choumaz é-tâl ann ôr.

17Hag ar ré a oa éat ébarz tî ann dén-iaouan̄k a lékéa hô foan évit kâs gan̄t-hô ar skeûden kizellet, hag ann éfod, hag ann térafimou, hag ar skeûden deûzet; hag ar bélek a oa enn hé zâ é-tâl ann ôr, gan̄d ar c’houec’h kan̄t dén kalounek a oa ô c’hortozi énô.

18Ar ré éta a oa éat ébarz a gasaz gan̄t-hô ar skeûden kizellet, hag ann éfod, hag ann idolou, hag ar skeûden deûzet. Hag ar bélek a lavaraz d’ézhô: Pétrâ a rît-hu?

19Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Taô, ha laka da vîz war da c’hénou: ha deûz gan-é-omp, évit ma hor bézô ac’hanod da dâd ha da vélek. Péhini eo ar gwella d’id, pé béza bélek é-tî eunn dén hé-unan, pé enn eur vreûriez hag enn eunn tiad é Israel?

20Al Lévit ô klevout kémen̄t-sé, a rôaz hé c’hrâd d’hô lavar; hag ô kémérout ann éfod, hag ann idolou, hag ar skeûden kizellet, éz éaz-kuît gan̄t-hô.

21Pa édô ar ré-man̄ enn hen̄t, ha pa hô dôa lékéat da von̄t enn hô raok ar vugalé, al loéned ha kémen̄d hô dôa a wella,

22Ha pa oan̄t dijâ pell diouc’h ti Mikas, ar ré a choumé é keriou Mikas a zeûaz war hô lerc’h enn eur c’harmi,

23Hag hî a c’harmé adré d’ézhô. Ar ré-man̄ ô véza hô gwélet, a lavaraz da Vikas: Pétrâ a fell d’id? Pérâg é c’harmez-té? 21 Hag hén̄ a lavaras: Kaset hoc’h eûz gan-é-hoc’h va douéed, péré em eûz gréat d’in, ha va bélek, ha kémen̄d em eûz, hag é livirit: Pétrâ a c’hoarvez gan-éz?

24

25Ha mipien Dan a lavaraz d’ézhan̄: Diwall na gomzi mui ouz-omp, gan̄d aoun na zeûjé tûd kounnaret d’én em deûrel war-n-oud, ha ma vijéz kollet ha da holl dî gan-éz.

26Hag hî a heûliaz hô hen̄t. Hôgen Mikas ô wélout pénaoz é oa ar ré-man̄ kréoc’h égét-han̄, a zistrôaz d’hé dî.

27Hôgen ar c’houec’h kan̄t dén a gasaz gan̄t-hô ar bélek, hag ar péz hon eûz lavaret ken̄t: hag hî a zeûaz da Lais étrézég eur bobl sioul ha leûn a fisian̄s, hag e lazchon̄t anézhô gan̄d ar c’hlézé, hag é lékéchon̄t ann tân é kéar.

28Hag ann dûd-zé n’hô dôé skoazel é-béd, ô véza ma choumen̄t pell diouc’h Sidon, ha n’hô dôa darempred na gwerzidigez é-béd gan̄t nép-hini: rag ar géar-zé a oa diazézet é brô Rohob; hag ô véza hé savet a-névez, é choumchon̄t enn-hi.

29Hag hî a c’halvaz Dan, eûz a hanô hô zâd a oa mâb da Israel, ar géar-zé a oa ken̄t hanvet Lais. 90 Hag hî a zavaz évit-hô ar skeûden kizellet, hag a lékéaz Jonatan, mâb Gersam, mâb Moizez, hag hé vipien da véleien é breûriez Dan, bété deiz hô sklavérez.

30

31Hag idol Mikas a choumaz enn hô c’hreiz keit ha ma oé tî Doué é Silô. Enn deisiou-sé né oa két a roué é Israel. ———— XIX. PENNAD. Grég eul Lévit a zô gwallet gan̄d tûd Gabaa.

← Levr ar Varnerien 17Read In The App, Free →Levr ar Varnerien 19 →

Study Levr ar Varnerien 18

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021