Levr ar Varnerien 2:14
Hag ann Aotrou ô sével droug enn-han̄ a-énep Israel, a lékéaz anézhô étré daouarn hô énébourien, péré hô c’héméraz, hag hô gwerzaz d’ann énébourien a choumé trô-war-drô: ha na hellchon̄t két ôber penn d’hô énébourien.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
13O véza ma tilézen̄t anézhan̄, ha ma heûlien̄t Baal hag Astarot.
Read all of Levr ar Varnerien 2
Cross References
Leviticus 26:28Mé a gerzô ivé enn hoc’h énep gan̄d eunn hévélep kounnar, mé hô kastizô gan̄t seiz gouli enn abek d’hô péc’héjou;
Numbers 32:13Hag ann Aotrou ô véza savet droug enn-han̄ a-éneb Israel, a lékéas anézhan̄ da gan̄tréal enn distrô é-pâd daou-ugen̄t vloaz, kén na oé éat-da-gét ann holl wenn tûd en dôa gréat ann droug-zé dira-z-han̄.
Joshua 7:12Israel na hellô mui derc’hel stard oud hé énébourien, hag é tec’hô dira-z-hô; ô véza ma eo en em zaotret gan̄d ann anaoué. Na vézinn mui gan-é-hoc’h ken n’hô pézô gwastet ann hini a zô kabluz eûz ann drouk-zé.