Leviegezh 26:28
Mé a gerzô ivé enn hoc’h énep gan̄d eunn hévélep kounnar, mé hô kastizô gan̄t seiz gouli enn abek d’hô péc’héjou;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
27Goudé-zé ma na zélaouit két ac’hanoun, ha mar kerzit c’hoaz a-énep d’in;
29Enn hévélep doaré ma tebrot kîg hô mipien hag hô merc’hed.
Cross References
Jeremiah 21:5Hôgen ma na zélaouit két ar gériou-man̄, dré-z-oun va-unan hen touann, émé ann Aotrou, ann tî-man̄ a vézô ével eunn distrô.
Ezekiel 5:13Ha mé a leûniô va frouden, hag a lakai va buanégez da arzaôi war-n-ézhô, hag é vézinn dizoaniet; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, hag em eûz komzet em oaz, p’am bezô leûniet va buanégez out-hô.
Ezekiel 8:18Râk-sé éc’h aozinn anézhô em frouden; va lagad n’hô espernô két, ha n’am bézô két a druez out-hô; ha pa c’harmin̄t out va diskouarn gan̄d eur vouéz gré, na zélaouinn két anézhô. ———— IX. PENNAD Ar ré n’hô deûz két eunn arouéz war hô zâl a varvô.
Nahum 1:6Dirâg hé frouden piou a hello harpa? ha piou a énébô oud hé vuanégez vrâz? Hé frouden a skiñ ével ann tân, lakaad a râ ar vein da deûzi.