bible.software › Levr ar Varnerien › Levr ar Varnerien 2 › Levr ar Varnerien 2:18
Levr ar Varnerien 2:18
Pa lékéa ann Aotrou barnerien da zével, e teûé da habaskaat, dré hé drugarez, keit ha ma véven̄t, hag é sélaoué klemvanou ar ré c’hlac’haret; hag é tenné anézhô eûz a zaouarn ar ré a waské war-n-ézhô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
And when the LORD raised them up judges, then the LORD was with the judge, and delivered them out of the hand of their enemies all the days of the judge: for it repented the LORD because of their groanings by reason of them that oppressed them and vexed them.
In Context
17En em zaotra a réjon̄t gan̄d douéed a-ziavéaz, hag éc’h azeûlchon̄t anézhô. Dilézel a réjon̄t buhan ann hen̄t dré béhini hô dôa kerzet hô zadou: ha pétrâ-bennâg ma klevchon̄t gourc’hémennou ann Aotrou, é réjon̄t pep trâ a-énep d’ézhô.
19Hôgen goudé ma oa marô ar barner, é tistrôen̄t d’hô féc’héjou, hag é réan̄t gwasoc’h égét n’hô dôa gréat hô zadou, oc’h heûlia douéed a-ziavéaz, ô servicha anézhô, hag oc’h hô azeûli. Na zilézchon̄t két hô zéchou-fall, nag ann hen̄t kalet-brâz dré béhini é oan̄t boazet da gerzout.
Read all of Levr ar Varnerien 2
Cross References
Judges 3:9Hag hî a c’harmaz oud ann Aotrou, péhini a lékéaz da zével eur salver d’ézhô, hag hô dieûbaz, da lavaroud eo, Otoniel, mâb Sénez, breûr iaouan̄ka Kaleb.
Judges 6:16Hâg ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Mé a vézô gan-éz: ha té a dréc’hô ar Vadianited ével eunn dén hép-kén.
Judges 11:32Ha Jefté a dréménaz da vrô mipien Ammon évit stourmi out-hô: hag ann Aotrou hô lékéaz étré hé zaouarn.
This Verse In Other Editions
Study Levr ar Varnerien 2:18