Levr ar Varnerien 3:9
Hag hî a c’harmaz oud ann Aotrou, péhini a lékéaz da zével eur salver d’ézhô, hag hô dieûbaz, da lavaroud eo, Otoniel, mâb Sénez, breûr iaouan̄ka Kaleb.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 3
Cross References
Judges 1:13Hag Otoniel, mâb Sénez, breûr iaouan̄ka Kaleb, ô véza hé c’héméret, é rôaz d’ézhan̄ hé verc’h Aksa da c’hrég.
Judges 2:18Pa lékéa ann Aotrou barnerien da zével, e teûé da habaskaat, dré hé drugarez, keit ha ma véven̄t, hag é sélaoué klemvanou ar ré c’hlac’haret; hag é tenné anézhô eûz a zaouarn ar ré a waské war-n-ézhô.
Judges 4:3Ha bugalé Israel a c’harmaz oud ann Aotrou: râk Jabin en dôa naô c’han̄t karr falc’hek, ha gwasket en dôa war-n-ézhô é-pâd ugen̄t vloaz.
Judges 10:10Ha bugalé Israel ô c’harmi étrézég ann Aotrou, a lavaraz: Péc’het hon eûz enn da géver, ô véza ma hon eûz dilézet ann Aotrou hon Doué, ha ma hon eûz servichet Baalim.
Nehemiah 9:27Râk-sé éc’h eûz hô lékéat étré daouarn hô énébourien, péré hô deûz hô glac’haret. Hag é amzer hô gloaz hô deûz garmet étrézég enn-oud: ha té éc’h eûz hô sélaouet eûz ann én̄v, hag hervez da drugarézou brâz, éc’h eûz rôet d’ézhô dieûberien, évid hô zenna eûz a zourn hô énébourien.
Psalms 78:34Pa hô lazé, é klasken̄t anézhan̄; hag hî a zistrôé, hag a zeûé d’hé gavout min̄tin-mâd.