Levr ar Varnerien 4:6
Hag hî a gasaz da c’hervel Barak, mâb Abinoem, eûz a Zédez Neftali, hag é lavaraz d’ézhan̄: Ann Aotrou Doué Israel a ra ar gourc’hémenn-man̄ d’id: kéa, ha kâs ann armé war vénez Tabor, ha kémer gan-éz dék mil brézéliad eûz a vipien Neftali hag eûz a vipien Zabulon:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 4
Cross References
Joshua 19:22Hag hé harzou a zeûé bété Tabor, ha Séhésima, ha Betsamez, hag hé benn pella a skôé war ar Jourdan: c’houézek kéar hag hô bourc’hiou.
Joshua 19:35Keriou kré-brâz, Assédim, ha Ser, hag Émat, ha Rekkat, ha Séneret,
Joshua 21:32Hag hén̄ a zistrôaz gan̄d ar brin̄sed diouc’h bugalé Ruben ha Gad, eûz a zouar Galaad, da harzou Kanaan, étrézé bugalé Israel, hag é réaz hé zanével d’ézhô.
Judges 5:1Debbora ha Barak, mâb Abinoem, a ganaz enn deiz-zé ô lavarout:
Judges 8:18Hag hén̄ a lavaraz da Zébéé ha da Zalmana: Pénaoz é oa ann dûd hoc’h eûz lazet é Tabor? Hag hî a lavaraz: Hén̄vel ouz-id, hag unan anézhô ével mâb eur roué.
1 Samuel 12:11Ha Samuel a lavaraz d’ézhan̄: Pétrâ éc’h eûz-té gréat? Ha Saül a lavaraz: O véza ma em eûz gwélet pénaoz ar bobl a belléé diouz-in, ha né oaz két deûet en deiz éz pôa lavaret, ha ma oa en em zastumet ar Filistined é Mac’hmas;