The Bible Software
Levr ar Varnerien · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Varnerien 4

1Bugalé Israel a réaz adarré ann drouk dirâg ann Aotrou goudé marô Aod;

2Hag ann Aotrou hô lékéaz étré daouarn Jabin, roué Kanaan, péhini a réné é Asor. Penn hé arme a oa hanvet Sisara, hag a choumé é Haroset, kéar ar brôadou.

3Ha bugalé Israel a c’harmaz oud ann Aotrou: râk Jabin en dôa naô c’han̄t karr falc’hek, ha gwasket en dôa war-n-ézhô é-pâd ugen̄t vloaz.

4Hôgen Debbora ar brofédez, grég Lapidot, a varné ar bobl enn amzer-zé.

5Hag hî a azézé dindân eur wézen balmez a oa bét galvet eûz hé hanô, étré Rama ha Bétel war vénez Éfraim: ha bugalé Israel a biñé d’hé c’havout enn hô holl strivou.

6Hag hî a gasaz da c’hervel Barak, mâb Abinoem, eûz a Zédez Neftali, hag é lavaraz d’ézhan̄: Ann Aotrou Doué Israel a ra ar gourc’hémenn-man̄ d’id: kéa, ha kâs ann armé war vénez Tabor, ha kémer gan-éz dék mil brézéliad eûz a vipien Neftali hag eûz a vipien Zabulon:

7Hôgen mé a gasô d’id el léac’h ma éma froud Kison, Sisara penn armé Jabin, hag hé girri, hag hé holl dûd, hag é likiinn anézhô étré da zaouarn.

8Ha Barak a lavaraz d’ézhi: Mar teûez gan-én̄, éz inn: ma na fell két d’id don̄t gan-én̄, n’az inn két.

9Hag hî a lavaraz d’ézhan̄: Mon̄d a rinn gan-éz; hôgen évid ar véach-man̄ ar gounid na vézô két rôet d’id, ô véza ma vézô lékéat Sisara étré daouarn eur vaouez. Debbora a zavaz éta, hag a iéaz gan̄t Barak da Zédez.

10Hé-man̄ o véza lékéat da zon̄t mipien Zabulon ha Neftali, a biñaz gan̄t dék mil brézéliad, ha Debbora gan̄t-han̄.

11Hôgen Haber ar Sinéad a oa en em dennet gwéchall eûz a douez hé vreûdeûr all ar Sinéed, mipien Hobab, kâr da Voizez: hag hén̄ en dôa displéget hé deltou bétég ann draon̄ien hanvet Sennim; hag édo tôst da Zédez. 12 Lavaret é oé da Zisara pénaoz é oa piñet Barak, mâb Abinoem, war vénez Tabor:

12

13Hag hén̄ a zastumaz hé naô c’han̄t karr falc’hek hag a gasaz hé holl armé eûz a Haroset, kéar ar brôadou, da froud Sison.

14Ha Debbora a lararaz da Varak: Saô, râg hé-man̄ eo ann deiz é péhini en deûz ann Aotrou lékéat Sisara étré da zaouarn: chétu hén̄ hé-unan a zô da réner d’id. Barak a ziskennaz éta diwar vénez Tabor, ha dék mil brézéliad gan̄t-han̄.

15Hag ann Aotrou a lékéaz ar spoun̄t da zével é Sisara hag enn hé holl garrénerien, hag enn hé holl dûd, hag é kouézchon̄t dindân ar c’hlézé dirâk Barak: enn hévélep doaré ma tilammaz Sisara eûz hé garr ha ma tec’haz war droad.

16Ha Barak a iéaz war-lerc’h ar c’hirri hag ann armé bétég Haroset, kéar ar brôadou; hag ann holl rumm énébourien a gouézaz hag a oé lazet.

17Hôgen Sisara ô techout en em gavaz é-tâl telt Jahel, grég Haber ar Sinéad. Râk péoc’h a oa étré Jabin, roué Asor ha tî Haber ar Sinéad.

18Jabel éta ô véza éat war arbenn da (T) Sisara, a lavaraz d’ézhan̄: Deûz em zelt, va Aotrou, deûz, ha n’az péz két a aoun. Hé-man̄ ô véza éat enn hé zelt, ha goudé ma é dôé-hî hé c’hôlôet gan̄d eur van̄tel,

19A lavaraz d’ézhi: Rô d’in, mé az péd, eur banné dour, râg eur zec’hed brâz em eûz. Hag hî a zizôlôaz bouc’h-kenn al léaz, hag a rôaz d’ézhan da éva; ha goudé hé c’hôlôaz.

20Ha Sisara a lavaraz d’ézhi: Choum enn da zâ oud dôr ann telt; ha mar teû unan-bennâg da ôber ar goulenn-man̄ digan-éz: Ha n’eûz dén aman̄? É liviri: N’eûz dén.

21Hôgen Jahel, grég Haber, a géméraz unan eûz a dachou ann telt hag eur morzol; hag ô véza éat-ébarz goustad ha sioul, é lékéaz ann tâch war ividik Sisara, hag ô véza hé skôet gan̄d ar morzol, é san̄kaz anézhan̄ enn hé empenn bétég ann douar: hag hén̄ oc’h unani ar marô gan̄d ar c’housk, a dréménaz hag a varvaz.

22Ha chétu Barak ô von̄t war-lerc’h Sisara, a zeûaz dî: ha Jahel ô véza éat war hé arbenn a lavaraz d’éz-han: Deûz hag é tiskouézinn d’id ann dén a glaskez. Hag hén̄ ô véza éat enn hé zelt, a wélaz Sisara gourvézet hag hén̄ marô, hag ann tâch san̄ket enn hé ividik.

23Doué éta a izéléaz enn deiz-zé Jabin, roué Kanaan, dirâk bugalé Israel.

24Ar ré-man̄ a greské bemdéz hag a waskaz gan̄d eunn dourn kré war Jabin, roué Kanaan, kén n’her c’haschon̄t-da-gét. ———— V. PENNAD. Kanaouen Débbora ha Barak.

← Levr ar Varnerien 3Read In The App, Free →Levr ar Varnerien 5 →

Study Levr ar Varnerien 4

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021