Levr ar Varnerien 6:24
Gédéon a zavaz éta énô eunn aoter d’ann Aotrou, hag a c’halvaz anézhi péoc’h ann Aotrou, hag a wéleur c’hoaz hiriô. Ha pa édô c’hoaz é Éfra, a zô é kers tiad Ezri,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
23Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Ar péoc’h ra vézô gan-éz: n’az péz két a aoun, na varvi két.
Read all of Levr ar Varnerien 6
Cross References
Joshua 22:10Unan ac’hanoc’h hép-kén a iélô wâr-lerc’h mil dén eûz hoc’h énébourien, ô véza ma stourmô ann Aotrou hô Toué hé unan évid-hoc’h, ével ma en deûz hé douet.
Judges 8:27Ha Gédéon a réaz gan̄t kémen̄t-sé eunn éfod hag hel lékéaz enn hé géar hé-unan Éfra. Hag holl Israel a réaz fallagriez diwar hé benn, hag ann éfod-zé a oé kiriek da C’hédeon ha d’hé holl dî da von̄t da goll. (T).
Judges 21:4An̄trônôz ô véza savet diouc’h ar min̄tin, é savchon̄t eunn aoter; hag é kennigchon̄t énô sakrifisou-losk, ha viktimou a béoc’h, hag é léverchon̄t:
1 Samuel 14:35Ha Samuel na wélaz mui Saül bété deiz hé varô. Koulskoudé Samuel a skuḻaz daérou war Zaül, ô véza ma oa deûet keûz d’ann Aotrou da véza hé lékéat da roué war Israel. ———— XVI. PENNAD. David éôliet da roué gan̄t Samuel.