Levr ar Varnerien 6
1Hôgen bugalé Israel a réaz drouk dirâg ann Aotrou, péhini hô lékéaz étré daouarn ar Vadianited é-pâd seiz vloaz:
2Hag hî a oé gwasket-brâz gan̄t-hô. Hag é toulchon̄t kéviou ha mougéviou er ménésiou, hag é savchon̄t léac’hiou kré évit en em zifenni.
3Ha goudé m’hô dôa hadet ann Israélited, ar Vadianited, hag ann Amalékited, hag ar boblou all eûz ar sâv-héol, a biñe di,
4Hag ô tispléga hô zeltou enn hô brô, é wasten̄t kémen̄d a oa c’hoaz é géot bété persier Gaza, ha na lézen̄t d’ann Israélited nétrâ eûz a gémen̄t a zô réd évit béva, na dén̄ved, nag éjenned, nag ézen.
5Râg hî a zeûé gan̄d hô holl chatal, ha gan̄d hô zeltou; hag ével ar c’hiḻéien-raden é leûnien̄t pép léac’h, hag ô véza ma oa anézhô eul lôd brâz a dûd hag a gan̄valed, é wastent pép trâ dré ma stoken̄t out-hô.
6Israel a oé éta izéléet-brâz dirâg ar Vadianited.
7Hag hén̄ a c’harmaz oud ann Aotrou, ô c’houlenni skoazel a-éneb ar Vadianited.
8Hag ann Aotrou a gasaz d’ézhô eunn dén hag a oa profed, hag a lavaraz d’ézhô: Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, doué Israel: Mé em eûz hô lékéat da ziskenni eûz ann Éjipt, hag em eûz hô tennet eûz a vrô ar sklavérez;
9Hag hô tennet em eûz eûz a zaouarn ann Éjiptianed hag eûz ann holl énébourien a c’hlac’haré ac’hanoc’h: hag hô c’haset am eûz kuît pa oc’h deûet, hag em eûz rôet d’é-hoc’h hô douar.
10Hag em eûz lavaret d’é-hoc’h: Mé eo ann Aotrou hô Toué; n’hô pézet két a aoun râk douéed ann Amorréed, é brô péré é choumit. Ha né két fellet d’é-hoc’h sélaoui va mouéz.
11Hôgen éal ann Aotrou a zeûaz hag a azézaz dindân eunn derven a oa é Efra, hag a ioa da Joas, tâd tiad Ezri. Hag é-pâd ma oa Gédéon hé vâb ô tourna nag ô wen̄ta ann éd é tî ar waskel, évit tec’hout diouc’h ar Vadianited,
12Éal ann Aotrou en em ziskouézaz d’ézhan̄ hag a lavaraz: Éma ann Aotrou ganéz, ô ar c’hréva eûz ann dûd.
13Ha Gédéon a lavaraz d’ézhan̄: Lavar d’in, va Aotrou, mé az péd, mar d-éma ann Aotrou gan-é-omp, pérâg é c’hoarvez kémen̄t-sé gan-é-omp? Péléac’h éma hé vurzudou, hô deûz danévellet d’é-omp hon tadou, ô lavarout: ann Aotrou en deûz hon tennet eûz ann Éjipt? Hôgen bréma ann Aotrou en deûz hon dilézet hag hol lékéat étré daouarn ar Vadianited.
14Hag ann Aotrou a zellaz out-han̄ hag a lavaraz: Kéa gan̄d ann ners-zé d’id, hag é tenni Israel eûz a zaouarn ar Vadianited. Gwéz pénaoz eo mé em eûz kaset ac’hanod.
15Hag hén̄ a lavaraz: Lavar d’in, va Aotrou, mé az péd, pénaoz é tieûbinn Israel? Chétu va ziad a zô eûz ar ré zistéra é Manasé, ha mé a zô ann divéza é tî va zâd.
16Hâg ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Mé a vézô gan-éz: ha té a dréc’hô ar Vadianited ével eunn dén hép-kén.
17Ha Gédéon a lavaraz d’ézhan̄: Ma em eûz kavet trugarez dira-z-oud, rô d’in eunn arouéz pénaoz eo té a gomz ouz-in.
18Diwall mont-kuît ac’hann kén na vézinn distrô étrézég enn-oud, kén na douginn eur sakrifiz ha ma hé genniginn d’id. Hag hén̄ a lavaraz: Mé a c’hortozô kén na vézi distrô.
19Gédéon éta a iéaz enn hé dî hag a boazaz eur menn-gaour hag a réaz baraou dichoell gan̄d eur gon̄vor bleûd: hag ô véza lékéat ar c’hik enn eur c’havel, hag ar sûn enn eur pôd, hô c’hasaz holl dindân ann derven, hag hô c’hennigaz d’ann éal.
20Hag éal ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Kémer ar c’hîk hag ar baraou dic’hoell, ha laka-hî war ar méan-zé, ha skûḻ ar sûn war-n-ézhô. Ha pa en dôé gréat ével-sé,
21Éal ann Aotrou a astennaz penn ar wialen a ioa enn hé zourn, hag é stokaz oud ar c’hîk hag oud ar baraou dic’hoell: hag é savaz tân eûz ar méan a zêvaz ar c’hîk hag ar baraou dic’hoell: hôgen éal ann Aotrou a déc’haz a zirâg hé zaoulagad.
22Ha Gédéon ô wélout pénaoz é oa éal ann Aotrou, a lavaraz: Allaz, Aotrou va Doué, gwélet em eûz éal ann Aotrou dremm-ouc’h-dremm.
23Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Ar péoc’h ra vézô gan-éz: n’az péz két a aoun, na varvi két.
24Gédéon a zavaz éta énô eunn aoter d’ann Aotrou, hag a c’halvaz anézhi péoc’h ann Aotrou, hag a wéleur c’hoaz hiriô. Ha pa édô c’hoaz é Éfra, a zô é kers tiad Ezri,
25Enn nôz-zé ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Kémer tarô da dâd hag eunn tarô all en dévézô seiz vloaz, ha diskar ann aoter Baal a zô d’as tâd, ha trouc’h réz ann douar ar c’hoat a zô enn-drô d’ann aoter;
26Hag é savi eunn aoter d’ann Aotrou da Zoué war benn ar méan-zé, war béhini éc’h eûz ken̄t kenniget eur sakrifiz: hag é kéméri ann eil darô hag é kennigi anézhan̄ ével eur sakrifiz-losk war eur bern-keûneûd eûz ann hini éz pézô trouc’het er c’hoat.
27Gédéon éta ô véza kéméret dék dén eûz hé vévellou, a réaz ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄. Hôgen gan̄d aoun râk tî hé dâd, ha râk tûd ar géar-zé, na fellaz két d’ézhan̄ hé ôber a-héd ann deiz, hôgen a-héd ann nôz é réaz pép trâ.
28Ha pa zavaz diouc’h ar min̄tin tûd ar géar-zé, é wélchon̄t aoter Baal diskaret, hag ar c’hoat trouc’het, hag ann eil darô lékéat war ann aoter névez-savet.
29Hag é léverchon̄t ann eil d’égilé: Piou en deûz gréat ann dra-zé? Ha pa en̄klasken̄t piou en dôa hé c’hréat, é oé lavaret: Gédéon, mâb Joas, eo en deûz gréat kémen̄t-sé.
30Hag hî a lavaraz da Joas: Digas da vâb aman̄, ma vézô lékéat d’ar marô, dré ma en deûz diskaret aoter Baal ha ma en deûz trouc’het ar c’hoat.
31Ha Joas a lavaraz d’ézhô: Ha c’houi eo ven̄jerien Baal, évit ma stourmot évit-han̄? Néb a zô da énébour d’ézhan̄ ra varvô abarz ma vézô tarzet ann deiz a war-c’hoaz: mar d-eo Baal eunn Doué, r’en em ven̄jô eûz ann hini en deûz diskaret hé Aoter.
32Abaoé ann deiz-zé Gédéon a oé hanvet Jérobaal, ô véza m’en dôa lavaret Joas: R’en em ven̄jô Baal eûz ann hini en deûz diskaret hé aoter.
33Koulskoudé ann holl Vadianited, hag ann Amalékited, ha poblou ar sâv-héol en em zastumaz holl; ha goudé béza treûzet ar Jourdan, é steñchon̄t hô c’hamp é traon̄ien Jezrael.
34Hôgen spéred ann Aotrou a zeûaz war Gédéon, péhini ô séni gan̄d ar c’horn-boud a zastumaz tî Abiézer, évit ma teûjé war hé lerc’h.
35Hag hén̄ a gasaz kannaded dré holl vreûriez Manasé, péhini a zeûaz ivé war hé lerc’h: kannaded all a gasaz ivé da vreûriezou Aser ha Zabulon, ha Neftaii, péré a iéaz war hé arbenn.
36Ha Gédéon a lavaraz da Zoué: Mar tieûbez Israel gan̄t va dourn, ével ma éc’h eûz hé lavaret,
37Lakaad a rinn ar c’hréon̄ c’hloan-man̄ war al leûr: mar kouéz ar glîz war ar c’hréon̄ hép-kén, ha mar choum séac’h ann douar holl, é wézinn pénaoz é tieûbi Israel gan̄t va dourn, ével ma éc’h eûz hé lavaret.
38Hag ével-sé é c’hoarvézaz. Hag hén̄, ô sével min̄tin mâd, a waskaz ar c’hréon̄ hag a gargaz leûn eur c’hôp gan̄d ar glîz.
39Ha Gédéon a lavaraz c’hoaz da Zoué: Na zâv két da vuanégez ém énep mar teûann eur wéach c’hoaz da arnodi ac’hanod, ô klaskout eunn arouéz er c’hréon̄. Bézet, mé az péd, ar c’hréon̄ hép-kén séac’h, hag ann douar holl gléb gan̄d ar glîz.
40Ha Doué a réaz enn nôz-zé ar péz en dôa goulennet; ar c’hréon̄ hép-kén a oé séac’h hag ar glîz a gouézas war ann douar holl. ———— VII. PENNAD. Gédéon gan̄t tri c’han̄t dén a zô tréac’h d’ar Vadianited.