Levr ar Varnerien 7:22
Hag ann tri chan̄t dén na éhanen̄t két da zéni gan̄d hô c’herniel-boud. Hag ann Aotrou a lékéaz klézé ann eil da zével out klézé égilé dré ann holl gamp, hag hî en em lazé étré-z-hô;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 7
Cross References
Joshua 6:4Hôgen d’ar seizved deiz, ra gémérô ar véleien seiz korn-boud, eûz ar ré gan̄t péré é soneur é bloaz ar Jubilé, ha ra valéin̄t araog ann arc’h a gévrédigez. Seiz gwéach é réot ann drô eûz a géar, hag ar véleien a zonô gan̄d ar c’hornou-boud.
Joshua 6:20Ann holl bobl éta ô véza garmet gan̄t eunn trouz brâz, hag ar c’hornou-boud ô séni, pa oé klévet ar vouéz hag ar son gan̄d ann dûd holl, ar muriou a gouézaz râk-tâl; ha pép-hini a biñaz dré al léac’h dirâk péhini en em gavé: hag hî a géméraz kéar,
1 Samuel 14:20Ha Saül a lavaraz da Zamuel: Enn-énep, sélaouet em eûz mouéz ann Aotrou, ha baléet em eûz enn hen̄t dré béhini en deûz va c’haset ann Aotrou: digaset em eûz Agag, roué Amalek, hag ann Amalékited em eûz lazet.
Psalms 83:9Gra d’ézhô ével da Vadian, da Zisara, ha da Jabin war-harz froud Sison.
Isaiah 9:4Râk torret éc’h eûz géô hé véac’h, ha gwialen hé skoaz, ha gwalen hé heskiner, ével é deiz Madian.