The Bible Software
Levr ar Varnerien · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Varnerien 7

1Jérobaal éta, péhini a zô ivé Gédéon, ô véza savet min̄tin mâd, hag ann holl bobl gan̄t-han̄, a zeûaz d’ar feunteun a zô hanvet Harad: hôgen kamp ar Vadianited a oa enn draon̄ien, war-zû ann han̄ter-nôz eûz a eur grec’hen uc’hel-brâz.

2Hag ann Aotrou a lavaraz da C’hédéon: Eur bobl brâz a zô gan-éz, ha na vézô két lékéat ar Vadianited étré hé zaouarn: gan̄d aoun na zeûjé Israel d’en em veûli ém énep ha da lavarout: Gan̄t va ners va-unan ounn bét dieûbet.

3Komz oud ar bobl hag embann kémen̄t-man̄, ma vézô klévet gan̄d ann holl: Néb a zô aounik ha digaloun, éat war hé gîz. Ha daou vil dén war-n-ugen̄t eûz ar bobl a iéaz war hô c’hîz eûz a C’halaad, ha dék mil hép-kén a choumaz.

4Hag ann Aotrou a lavaraz da C’hédéon: Ré vraz eo c’hoaz ar bobl, kâs hî war ribl ann douréier, hag énô éc’h arnodinn anézhô: hag ann hini a livirinn d’id az ai gan-éz, az ai; hag ann hini a zifenninn out-han̄ n’az ai, a zistrôi war hé c’hîz.

5Ha pa oé diskennet ar bobl war ribl ann douréier, ann Aotrou a lavaraz da C’hédéon: Ar ré a lapô ann dour gan̄d hô zéôd é-c’hiz ma oa boazet ar châs da ôber, a likii enn eunn tû: hag ar ré a blégô hô daoulin évid éva, a likii enn eunn tû all.

6Ann niver eûz ar ré a lapaz dour ô kâs hô dourn d’ar génou, a oé eûz a dri c’han̄t dén: hôgen ar ré all eûz ar bobl hô dôa évet ô pléga hô daoulin.

7Hag ann Aotrou a lavaraz da C’hédéon: Gan̄d ann tri c’han̄t dén hô deûz lapet ann dour, é tenninn ac’hanoc’h eûz a sklavérez, hag é likiinn ar Vadianited étré da zaouarn: hôgen distrôet ar ré all eûz ar bobl pép-hini d’hé géar.

8Goudé béza kéméret boéd ha kerniel-boud diouc’h ann dûd en dôa, é c’hourc’hémennaz Gédéon d’ar ré all eûz ar bobl distrei pép-hini d’hé delt: hag hén̄ gan̄d ann tri c’han̄t dén a gerzaz évid ann emgann. Hôgen kamp ar Vadianited a oa a-îz enn draon̄ien.

9Enn nôz-zé é lavaraz ann Aotrou dézhan̄: Saô ha diskenn d’ar c’hamp; râg hô lékéat em eûz étré da zaouarn.

10Ha ma éc’h eûz aoun ô von̄t da-unan, diskennet gan-éz Fara da vével.

11Ha p’az pézô klévet ar péz a lévéron̄t, neûzé é krévai da zaouarn hag e tiskenni gan̄t mui a fisian̄s a-énep kamp ann énébourien. Diskenni a reaz éta gan̄t Fara hé vével bétég al léac’h eûz ar c’hamp, é péhini édô géderien ann armé.

12Hôgen ar Vadianited hag ann Amalékited, hag ann holl boblou eûz ar sâv-héol, a oa gourvézet a bép tû enn draon̄ien, ével eul lôd brâz a giḻeien-raden: béz’ éz oa ivé eul lôd diniver a gan̄valed, ével ann tréaz a zô war aot ar môr.

13Ha pa oé deûet Gédéon, unan eûz ar vrézélidi a zisplégé hé huvré da eunn all a oa tôst dézhan̄: ha chétu pénaoz é lavaré ar péz en dôa gwélet: Eunn huvré em eûz bét, ha mé a grédé d’in é wélenn eunn dorz vara heiz poazet dindân al ludu a ruḻé, hag a ziskenné é kamp ar Vadianited: hag ô véza deûet oud eunn telt, é stokaz out-han̄, hé ziskaraz, hag hé daolaz d’ann douar.

14Ann hini out péhini é komzé a lavaraz d’ézhan̄: Kémen̄t-sé n’eo nétrâ kén némét klézé Gédéon, mâb Joas, dén a Israel: râg ann Aotrou en deûz lékéat étré hé zaouarn ar Vadianited hag hô holl gamp.

15Ha pa en dôé klévet Gédéon ann huvré, hag ann diskleriadur anézhî, éc’h azeûlaz Doué: hag é tistrôaz da gamp Israel hag é lavaraz: Savit, râg ann Aotrou en deûz lékéat kamp Madian étré hon daouarn.

16Hag hén̄ a rannaz ann tri c’han̄t dén é teir lôden, hag é rôaz dézhô kerniel-boud enn hô daouarn, ha pôdou goullô, ha kleûzeûriou é-kreiz ar pôdou.

17Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Ar péz am gwélot oc’h ôber, grît-hén̄ ivé: mon̄d a rinn dré eunn tû eûz ar c’hamp, ha grîd ével a rinn.

18Pa likiinn da zéni ar c’horn-boud a zô em dourn, c’houi ivé likid da zéni ho ré trô-war-drô d’ar c’hamp, ha garmit war-eunn-drô: D’ann Aotrou ha da C’hédéon.

19Gédéon éta a iéaz enn eunn tû eûz ar c’hamp, hag ann tri-c’han̄t dén a oa gan̄t-han̄, pa édod ô lakaad ar c’héderien war-drô han̄ter-nôz. Ha pa oé dihunet ar c’héderien, en em lékéaz ar ré-man̄ da zéni gan̄d hô c’herniel-boud ha da steki hô fôdou ann eil oud égilé.

20Ha goudé m’hô dôé sonet é tri léac’h enn-drô d’ar c’hamp, ha m’hô dôé torret hô fôdou, é talc’hchon̄t ar c’hleûzeûriou gan̄d ann dourn kleiz, ha gan̄d ann dourn déou ar c’herniel-boud gan̄d péré é sonen̄t: hag é c’harmchon̄t: Klézé ann Aotrou ha Gédéon.

21Pép-hini a choumaz enn hé léac’h war-drô kamp ann énébourien. Ével-sé ann holl gamp a oé saouzanet, hag en em lékéjon̄t da c’harmi ha da dec’hout enn eur iuda.

22Hag ann tri chan̄t dén na éhanen̄t két da zéni gan̄d hô c’herniel-boud. Hag ann Aotrou a lékéaz klézé ann eil da zével out klézé égilé dré ann holl gamp, hag hî en em lazé étré-z-hô;

23Hag a dec’haz bété Betsetta, ha bété lézen Abelméhula é Tebbat. Hôgen tûd Israel eûz a vreûriez Neftali, eûz a Aser, hag eûz a holl Vanasé a c’harmé kévret hag a iéaz war-lerc’h ar Vadianited.

24Ha Gédéon a gasaz kannaded war holl vénez Éfraim, évit lavarout: Diskennit da ziarbenna ar Vadianited, ha kémérit dré ners ann douréir bété Betbéra hag ar Jourdan. Hag holl Éfraim a c’harmaz, hag a géméraz dré ners ann douréier hag ar Jourdan bété Betbéra.

25Hag hî ô véza kéméret daou eûz a brin̄sed ar Vadianited, Oreb ha Zéb, é lazchon̄t Oreb war véan Oreb, ha Zéb é waskel Zéb. Hag hî a iéaz war-lerc’h ar Vadianited, hag a gasaz pennou Oreb ha Zeb da C’hédéon enn tû all d’ar Jourdan. ———— VIII. PENNAD. Gédéon a habaska mipien Éfraim. Marô Gédéon.

← Levr ar Varnerien 6Read In The App, Free →Levr ar Varnerien 8 →

Study Levr ar Varnerien 7

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021