Levr ar Varnerien 8:1
Ha mipien Éfraim a lavaraz d’ézhan̄: Pérâg eo bét fellet d’id ôber ével-sé, ha n’éc’h eûz-té két hor galvet, pa oud éat da stourmi oud ar Vadianited? Hag hî a grôzaz anézhan̄ stard, ha bétég en em ziboella out-han̄ kouls lavaret.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 8
Cross References
2 Samuel 19:41Ha chétu holl dûd Israel a zirédaz étrézég ar roué, hag a lavaraz d’ézhan̄: Pérâg hor breûdeûr tûd Juda hô deûz-hi da laéret, ha lékéat ar roué hag hé dî da dreûzi ar Jourdan, hag holl dûd David gan̄t-han̄?
Job 5:2Évit-gwir ar vuanégez a lâz ar ré ziboell, hag ann érez a lâz ar spérédou bihan.
Ecclesiastes 4:4Gwélet em eûz c’hoaz holl labouriou ann dûd, hag em eûz anavézét pénaoz hô ijin a zô hérézet gan̄d hô nésa; hag é kémen̄t-sé éz eûz avel ha préder didalvez.
James 4:5Ha c’houi a venn pénaoz ar Skritur a lavar enn-aner: Ar spéred a choum enn-hoc’h a c’hoan̄ta gan̄d hérez?