The Bible Software
Levr ar Varnerien · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Varnerien 8

1Ha mipien Éfraim a lavaraz d’ézhan̄: Pérâg eo bét fellet d’id ôber ével-sé, ha n’éc’h eûz-té két hor galvet, pa oud éat da stourmi oud ar Vadianited? Hag hî a grôzaz anézhan̄ stard, ha bétég en em ziboella out-han̄ kouls lavaret.

2Ha Gédéon a lavaraz d’ézhô: Pétrâ a hellenn-mé da ôber hén̄vel oud ar péz hoc’h eûz gréat? Ha né két gwelloc’h eur bôd rézin eûz a Éfraim, eget éost-rézin Abiézer?

3Ann Aotrou en deûz lékéat étré hô taouarn prin̄sed ar Vadianited, Oreb ha Zeb: pétrâ em eûz-mé gréat hén̄vel oud ar péz hoc’h eûz gréat? Pa en dôé komzet ével sé, hô spéred a habaskaaz, pa oan̄t héget enn hé énep

4Ha pa oé deûet Gédéon da ribl ar Jourdan, é treûzaz anézhan̄ gan̄d ann tri c’han̄t dén a ioa gan̄t-han̄, ha péré a oa ker skuiz na hellen̄t mui mon̄t war-lerc’h ann dec’herien.

5Ha Gédéon a lavaraz da dûd Sokkot: Rôit bara, mé hô péd, d’ar bobl a zô gan-én̄, râk skuîz brâz in̄t; évit ma hellimp mon̄t war-lerc’h Zébéé ha Salmana, rouéed Madian.

6Hag ar pennou vrâz eûz a Sokkot a lavaraz: Martézé éma Zébée ha Salmana étré da zaouarn, ha dré-zé éo é c’houlennez é rôjemb bara d’as armé.

7Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Pa en dévézô éta ann Aotrou lékéat Zébéé ha Salmana étré va douarn, é vrévinn hô korf gan̄d drein ha gan̄d dreiz eûz ann distrô.

8Hag ô piña ac’hanô, é teûaz da Fanuel: hag é réaz ann hévélep goulenn oud tûd al léac’h-zé. Hag hî a respoun̄taz ével m’hô dôa respoun̄tet tûd Sokkot.

9Hag hén̄ a lavaraz ivé d’ézhô: Pa vézinn distrô é péoc’h ha tréac’h, é tiskarinn ann tour-zé.

10Hôgen Zébéé ha Salmana a éhané gan̄d hô holl armé. Pemzék mil dén na oa choumet kén eûz ann holl van̄dennou poblou eûz ar sâv-héol, goudé ma oé bét lazet c’houéac’h-ugen̄t mil brézéliad a denné ar c’hlézé.

11Ha Gédéon ô piña dré hen̄t ar ré a choumé dindân teltou, war-zû ar sâv-héol eûz a Nobé hag eûz a Jegbaa, war gamp ann énébourien, péré n’hô dôa tamm disfisians ha n’édon̄t war var a zrouk. (T).

12Zébéé ha Salmana a dec’haz, ha Gédéon ô véza éat war hô lerc’h, hô c’héméraz goudé béza faézet hô holl armé.

13Hag ô tistrei eûz ar brézel abarz ma oé savet ann héol,

14É kéméraz eunn dén iaouan̄k eûz a dûd Sokkot, hag é c’houlennaz digan̄t-han̄ hanvou ar brin̄sed hag ann hénaoured eûz a Zokkot; hag é skrivaz seiték ha tri ugen̄t.

15Hag hén̄ a zeûaz étrézé tud Sokkot, hag a lavaraz d’ézhô: Chétu Zébéé ha Salmana diwarbenn péré hoc’h eûz va heskinet, ô lavarout: Martézé éma Zébée ha Salmana étré da zaouarn. Ha dré-zé eo é c’houlennez é rôjemb bara d’ar ré a zô skuiz ha disléber.

16Kéméroud a réaz éta hénaoured kéar, ha drein ha dreiz ann distrô, hag é vrévaz gan̄t-hô tûd Sokkot.

17Tour Fanuel a ziskaraz ivé, goudé béza lazet tûd kéar.

18Hag hén̄ a lavaraz da Zébéé ha da Zalmana: Pénaoz é oa ann dûd hoc’h eûz lazet é Tabor? Hag hî a lavaraz: Hén̄vel ouz-id, hag unan anézhô ével mâb eur roué.

19Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Va breûdeûr oan̄t, mipien va mamm: béô eo ann Aotrou, ma ez pijé hô miret béô, na lazchenn két ac’hanoc’h.

20Hag hén̄ a lavaraz da Jéter hé vap héna: Saô, ha lâz anézhô. Hôgen hé-man̄ na dennaz két hé glézé, râg aoun en dôa, ô véza né oa c’hoaz néméd eur bugel.

21Neûzé Zébéé ha Salmana a lavaraz: Saô, té, hag en em daol war-n-omp: râk diouc’h ann oad éma ners ann dén. Gédéon a zavaz, hag a lazaz Zébéé ha Salmana; hag hén̄ a géméraz ar c’hin̄klérézou hag ar bloukou a lékéeur peurvuia out gouzouk kan̄valed ar rouéed.

22Hag holl oazed Israel a lavaraz da C’hédeon: Béz aotrou war-n-omp té, ha da vâb, ha mâb da vâb; ô véza ma éc’h eûz hon tennet eûz a zaouarn ar Vadianited.

23Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Na vézinn két aotrou war-n-hoc’h, ha va mâb na vézô két ivez aotrou war-n-hoc’h, ann Aotrou eo a vézô aotrou war-n-hoc’h. (T).

24Gédéon a lavaraz c’hoaz d’ézhô: Eunn dra a c’houlennann digan-é-hoc’h; rôit d’in al lagadennou skouarn a zô enn hô preiz: râg ann Ismaélited a zougé peûrvuia lagadennou-skouarn aour.

25Hag ar ré-man̄ a lavaraz: A galoun vâd hô rôimp. Hag ô véza astennet eur van̄tel war ann douar, é taolchon̄t war-n-ézhi al lagadennou-skouarn hô dôa bét eûz ar preiz.

26Hag ar poéz eûz al lagadennou-skouarn en dôa goulennet Gédéon, a oé eûz a vil seiz kan̄t sikl aour, hép nivéri ar c’hin̄klérézou, hag ar c’helc’hennou, hag ar saéou limestra, a oa boazet rouéed Madian da zougen, hag hép nivéri goakoliou aour ar c’han̄valed.

27Ha Gédéon a réaz gan̄t kémen̄t-sé eunn éfod hag hel lékéaz enn hé géar hé-unan Éfra. Hag holl Israel a réaz fallagriez diwar hé benn, hag ann éfod-zé a oé kiriek da C’hédeon ha d’hé holl dî da von̄t da goll. (T).

28Hôgen ar Vadianited a oé izéléet dirâk bugalé Israel, ha na helchon̄t mui sével hô fennou: hôgen ann douar a choumaz é péoc’h é-pâd daou-ugen̄t vloaz, ma oé Gédéon é penn d’ézhan̄.

29Ha Jérobaal, mâb Joas, a iéaz hag a choumaz enn hé dî hé-unan:

30Hag hén̄ en dôé dék mâb ha tri-ugen̄t, deûet eûz hé gorf hé-unan, ô veza m’en dôa kalz a c’hragez.

31Hôgen hé zerc’h, en dôa é Sichem, a c’hanaz d’ezhan̄ eur mâb hanvet Abimélek.

32Ha Gédéon, mâb Joas, a varvaz enn eur gôzni vâd, hag é oé béziet é béz Joas, hé dâd, é Éfra eûz a diad Ezri.

33Hôgen goudé ma oé marô Gédéon, bugalé Israel en em zistrôaz hag en em zaotraz oc’h heûlia Baal. Hag hî a réaz kévrédigez gan̄t Baal, évit ma vijé da Zoué d’ézho:

34Ha n’hô dôé mui a zonch eûz ann Aotrou hô Doué, péhini en dôa hô zennet eûz a zaouarn hô holl énébourien trô-war-drô.

35N’hô dôé anaoudégez-vâd é-bed (T) évit tî Jérobaal Gédéon, hervez ann holl vadou en dôa gréat enn Israel. ———— IX. PENNAD. Abimélek a laz hé vreûdeûr. Lazet éo hé-unan gan̄d eur vaouez.

← Levr ar Varnerien 7Read In The App, Free →Levr ar Varnerien 9 →

Study Levr ar Varnerien 8

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021