Levr ar Varnerien 9:27
A iéaz dré ar parkeier, ô wasta ar gwiniennou, hag ô vac’ha ar rézin: hag ô véza gréat bagadou kanerien, éz éjon̄t ébarz templ hô doué; hag étré ar banvésiou hag ar gwérennadou, é villigen̄t Abimélek.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 9
Cross References
Leviticus 24:11Ha pa en dôé drouk-komzet oud hanô ann Aotrou, ha ma en dôé hé villiget, é oé digaset da Voizez (hôgen hé vamm a oa hanvet Salumit, hag a oa merc’h da Zabri eûz a vreûriez Dan.)
Judges 9:4Hag hî a rôaz dézhan̄ dék lur ha tri-ugen̄t a arc’han̄t eûz a dempl Baal-bérit. Hag Abimélek a gasaz gan̄t-han̄ ac’hanô tûd disneûz ha didalvez, péré a iéaz war hé lerc’h.
Judges 16:23Ha prin̄sed ar Filistined en em zastumaz holl évit laza hostivou kaer da Zagon hô Doué hag évit banvéza, ô lavarout: Hon Doué en deûz lékéat étré hon daouarn Samson hon énébour.
Psalms 109:17Ha pa en deûz karet ar valloz, a teûi d’ézhan̄; ha pa né két fellet d’ézhan̄ ar vennoz, é pellai diout-han̄. Ha pa en deûz gwisket ar valloz é-c’hîz eur zaé, hî a zô éat ével dour enn diabarz anézhan̄, hag évél éôl enn hé eskern.
Isaiah 22:12Hag hén̄ en deûz lavaret: Gwerc’hez péhini a dlé béza gwallet, merc’h Sidon, na fougéi mui; saô ha kéa dré vôr bété Kétim; ha na gavi két zôkén a éhan énô.