Levr ar Varnerien 9
1Hôgen Abimélek, mâb Jérobaal, a iéaz da Zichem étrézé breûdeûr hé vamm, hag a gomzaz out-hô, hag oud ann holl géren̄tiez eûz a di tâd hé vamm, ô lavarout:
2Livirid ann dra-man̄ da holl dûd Sichem: Péhini eo ar gwella gan-é-hoc^h, pé béza gouarnet gan̄d dek dén ha tri-ugen̄t, mipien holl da Jérobaal, pé béza gouarnet gan̄d eunn dén h ép-kén? Evésait ivez éz ounn hoc’h askourn hag hô kîk.
3Ha breûdeûr hé Vamm a lavaraz ann holl draou-zé diwar hé benn da holl dûd Sichem; hag é lékéjon̄t da bléga hô c’haloun étrezég Abimélek, ô lavarout: Hor breûr eo.
4Hag hî a rôaz dézhan̄ dék lur ha tri-ugen̄t a arc’han̄t eûz a dempl Baal-bérit. Hag Abimélek a gasaz gan̄t-han̄ ac’hanô tûd disneûz ha didalvez, péré a iéaz war hé lerc’h.
5Hag hén̄ a zeûaz da dî hé dâd é Éfra, hag a lazaz war eunn hévélep méan ann dék mâb ha tri-ugen̄t Jérobaal, hé vreûdeûr: na choumaz némét Joatan, mâb iaouan̄ka Jérobaal, péhini a iéaz da guza.
6Hôgen holl dûd Sichem, hag holl diadou kéar Mello en em zastumaz; hag éz éjon̄t, hag é lékéjon̄t da roué Abimélek, é-tâl ann derven a ioa é Sichem.
7Pa oé rôet da anaout kémen̄t-sé da Joatan, éz éaz hag en em lékéaz enn hé zâ war lein ménez Garizim; hag ô sével hé vouéz, é c’harmaz hag é lavaraz: Sélaouit ac’hanoun, tûd Sichem, ével ma sélaouô Doué ac’hanoc’h.
8Ar gwéz en em zastumaz évit lakaad eur roué war-n-ézhô, hag a lavaraz d’ar wézen olived: Béz roué d’é-omp.
9Hag hi a lavaraz: Ha mé a hell dilézel va lard a zô mâd d’ann douéed ha d’ann dûd, évid don̄t d’en em lakaad é penn ar gwéz?
10Hag ar gwéz a lavaraz d’ar wézen-fiez: Deûz, ha béz roué d’é-omp.
11Hag hî a lavaraz d’ézhô: Ha mé a hell dilezel va c’houékder ha va frouez mâd-meûrbéd, évit don̄t d’en em lakaad é penn ar gwéz all?
12Hag ar gwéz a lavaraz d’ar winien: Deûz, ha béz roué d’é-omp.
13Hag hî a lavaraz d’ézhô: Ha mé a hell dilezel va gwîn, péhini a laouéna Doué hag ann dûd, évid en em lakaad é penn ar gwéz all?
14Hag ann holl wéz a lavaraz d’ar vôden: Deûz, ha béz roué d’é-omp.
15Hag hî a lavaraz dézhô: Ma likiid ac’hanoun évit-gwîr da roué d’é-hoc’h, deûit, ha diskuizit dindân va skeûd: hôgen ma na fell két d’é-hoc’h, ra zavô tân eûz ar vôden, ha ra zevô gwéz-sedr al Liban.
16Hôgen bréma gwélit mar d-eo dré reiz hag hép péc’hed hoc’h eûz lékéat Abimélek da roué war-n-hoc’h; ma hoc’h eûz gréat ervâd é-kén̄ver Jérobaal hag hé dî; ha mar d-oc’h bét anaoudek eûz a vâd-ôberiou ann hini en deûz stourmet évid-hoc’h,
17Hag en deûz lékéat hé vuez é-gwall, évid hô tenna eûz a zaouarn ar Vadianited;
18C’houi péré a zô bét savet a-énep tî va zâd, hoc’h eûz lazet war eunn hévélep méan hé zék mâb ha tri-ugen̄t, hag hoc’h eûz lékéat da roué war dûd Sichem Abimélek, mâb hé vatez, ô véza ma eo breûr d’é-hoc’h.
19Ma hoc’h eûz éta gréat é-kéver Jérobaal hag hé dûd hervez ar reiz (T) hag hép péc’hed, ha ma en em laouénait hiriô é Abimélek, ra en em laouénaiô hén̄ ivez enn-hoc’h.
20Hôgen ma hoc’h eûz gréat enn hé gén̄ver (T) a-énep pép reiz, ra zavô tân eûz a Abimélek, ha ra zevô tûd Sichem ha kéar Mello: ra zavô tân eûz a dûd Sichem hag eûz a géar Mello, ha ra zévô Abimélek.
21Goudé m’en dôé lavaret kémen̄t-sé, é tec’haz Joatan, hag éz éaz da Véra; hag é choumaz énô gan̄d aoun râg hé vreûr Abimélek.
22Abimélek a rénaz éta war Israel é-pâd tri bloaz.
23Hôgen ann Aotrou a gasaz eur spéred a zroug étré Abimélek ha tûd Sichem: hag ar ré-man̄ a zeûaz d’hé argarzi,
24Ha da deûrel war Abimélek, hô breûr, ha war ar brin̄sed all eûz a Zichem, ann torfed da véza lazet ann dék mâb ha tri-ugen̄t eûz a Jérobaal, ha da véza skuḻet hô goâd. (T).
25Hag hî a lékéaz spiou d’ézhan̄ war lein ar ménésiou: hag ô chéda ma teûjé, en em rôen̄t d’al laéron̄si, hag é preizen̄t ann dréménidi. Hôgen rôet é oé da anaout kémen̄t-sé da Abimélek.
26Koulskoudé Gaal, mâb Obed, a zeûaz gan̄d hé vreûdeûr, hag a dréménaz é Sichem. Tûd Sichem, oc’h hé wélout enn hô zouez (T),
27A iéaz dré ar parkeier, ô wasta ar gwiniennou, hag ô vac’ha ar rézin: hag ô véza gréat bagadou kanerien, éz éjon̄t ébarz templ hô doué; hag étré ar banvésiou hag ar gwérennadou, é villigen̄t Abimélek.
28Ha Gaal, mâb Obed, a c’harmé, ô lavarout: Piou eo Abimélek, ha pétrâ eo Sichem, évit ma vézimp dindân-han̄? Ha n’eo két kén̄ mâb Jérobaal, ha n’en deûz-hen két lékéat Zébul hé zervicher da brin̄s war dûd Hémor, tâd Sichem? Pérâg éta é servichimp-ni anézhan̄?
29A-ioul ma lakajé eur ré-bennâg ar bobl-zé dindân va dourn, évit ma tennchenn Abimélek eûz hô c’hreiz. Ha lavaret é oé da Abimélek: Stroll eunn armé vrâz, ha deûz.
30Ha Zébul, prin̄s kéar, ô véza klévet ar péz a lavaré Gaal, mâb Obed, a zavaz drouk brâz enn-han̄:
31Hag é kasaz é-kûz kannaded étrézéd Abimélek, évit lavarout d’ézhan̄: Chétu Gaal, mâb Obed, a zô deûet da Zichem gan̄d hé vreûdeûr, hag é fell d’ézhan̄ lakaat kéar da zével enn da énep.
32Saô éta é-pâd ann nôz gan̄d ar ré eûz da bobl a zô gan-éz, ha choum kuzet er parkéier:
33Ha da darz ann deiz pa zavô ann héol, en em daol war géar; ha p’az ai hén̄ er-méaz gan̄d hé bobl enn da énép, é rî d’ézhan̄ ar péz a helli.
34Abimélek a zavaz éta gan̄d hé holl armé é-pâd ann nôz: hag a aozaz spiou léz Sichem é pévar léac’h.
35Ha Gaal, mâb Obed, a iéaz er-méaz, hag a choumaz é-tâl porz kéar; hôgen Abimélek hag hé holl armé a zavaz eûz a léac’h ar spiou.
36Ha pa wélaz Gaal ar bobl- zé, é lavaraz da Zébul: Chétu eul lôd brâz a dûd a ziskenn eûz ar ménésiou. Ha Zébul a lavaraz d’ézhan̄: Skeûdou ar ménésiou eo a wélez ével pennou tûd, hag ann dra-zé eo a douell ac’hanod.
37Ha Gaal a lavaraz c’hoaz: Chétu eur bobl a ziskenn eûz a greiz ann douar, hag eur van̄den a zeû dré ann hen̄t a zell oud ar wézen dérô.
38Ha Zébul a lavaraz d’ézhan̄: Péléac’h éma bréma ann herder gan̄t péhini é lavarez: Piou eo Abimélek évit ma vézimp dindân-han̄? Ha ne két ar bobl-zé a zisprizez? Kéa er-méaz, ha stourm out-han̄.
39Gaal a iéaz éta er-méaz dirâk pobl Sichem, hag a stourmaz oud Abimélek,
40Péhini hel lékéaz da dec’hout, a iéaz war hé lerc’h, hag hel lékéaz d’en em denna é kéar: ha kalz eûz a dûd Gaal a oé lazet bétég ouz porz kéar.
41Hag Abimélek a éhanaz é Ruma: hôgen Zébul a gasaz er-méaz eûz a géar Gaal hag hé dûd, ha n’hô lézas mui da choum enn-hi.
42Hôgen an̄trônôz ar bobl a iéaz war ar méaz. Ha pa oé lavaret kémen̄t-sé da Abimélek,
43Hé-man̄ a géméraz hé armé, a rannaz é teir van̄den, goudé béza aozet spiou er parkéier. Ha pa wélaz pénaoz é teûé ar bobl er-méaz eûz a géar, é savaz hag en em daolaz war-n-ézhô.
44Stourmi a réaz out-hô gan̄d hé armé, hag é c’hrounnaz kéar: é keit-sé diou van̄den all a iéaz war-lerc’h ann énébourien, péré a dec’hé tu-man̄ ha tû-hon̄t dré ar parkéier.
45Hôgen Abimélek a stourmaz out kéar é-pâd ann deiz-zé holl: hé c’héméroud a réaz hag é lazaz hé holl dûd, ha goudé béza hé bévézet, éc’h hadaz c’hoalen war-n-ézhi.
46Pa glévaz kémen̄t-sé ar ré a choumé é tour Sichem, éz éjon̄t é templ hô doué Bérit, é péléac’h hô dôa gréat kévrédigez gan̄t-han̄; ha diouc’h-sé é oa bét rôet hé hanô d’al léac’h-zé, péhini a oa kré-meûrbéd.
47Hag Abimélek ô véza klévet pénaoz tûd tour Sichem a oa en em zastumet holl,
48A biñaz war vénez Selmon gan̄d hé holl bobl: hag ô véza kéméret eur vouc’hal, é trouc’haz eur skourr gwézen, hag ô véza hé lékéat war hé skoaz é lavaraz d’ar ré a oa gan̄t-han̄: Ar péz hoc’h eûz va gwélet oc’h ôber, grît-hén̄ râk-tâl.
49Trouc’ha a réjon̄t éta gwell-pé-vell skourrou gwéz, hag éz éjon̄t war-lerc’h penn hô armé. Hag hî, ô véza lékéat ar c’heûneûd enn-drô d’ar c’hré, a lékéaz ann tân enn-han̄: hag é c’hoarvézaz pénoaz mil dén, kenn goazed, kenn merc’hed, péré a choumé é tour Sichem, a oé lazet pé gan̄d ann tân, pé gan̄d ar môged.
50Hôgen Abimélek ô von̄t-kuît ac’hanô a zeûaz étrézé kéar Téber, a gelc’hiaz hag a c’hrounnaz gan̄d hé armé.
51Hôgen béz’ éz oa eunn tour uc’hel-brâz é-kreiz kéar, é péhini é oa tec’het ar oazed hag ar merc’hed, hag holl brin̄sed kéar; ha goudé béza serret klôz ann ôr, hî a oa en em dennet war lein ann tour évid en em zifenni énô.
52Hag Abimélek ô von̄d étrézég ann tour a stourmé kaer; hag ô tôstaat oud ann ôr, é klaské lakaad ann tân enn-han̄.
53Ha chétu eur vaouez ô teûrel diwar laez eunn darn méan milin, a skôaz war benn Abimélek, hag a dorraz hé glôpenn d’ézhan̄.
54Hag hén̄ a c’halvaz râk-tâl hé floc’h, hag a lavaraz d’ézhan̄: Tenn da glézé, ha lâz ac’hanoun; gan̄d aoun na vé lavaret pénaoz ounn bét lazet gan̄d eur vaouez. Hag hé-man̄ ô sen̄ti out-han̄, hel lazaz.
55Ha pa oé marô, ar ré holl eûz a Israel a oa gan̄t-han̄, a zistrôaz pép-hini d’hé gear:
56Ha Doué a zistolaz da Abimélek ann droug en dôa gréat a-éneb hé dâd, ô laza hé zék vreûr ha tri-ugen̄t.
57Distolet é oé ivé d’ar Sichémited ann droug hô dôa gréat; ha malloz Joatam, mâb Jérobaal, a gouézaz war-n-ézhô. ———— X. PENNAD. Bugalé Israel a gouéz dindan béli ar Filistined hag ann Ammonited.