Levr ar Varnerien 9:57
Distolet é oé ivé d’ar Sichémited ann droug hô dôa gréat; ha malloz Joatam, mâb Jérobaal, a gouézaz war-n-ézhô. ———— X. PENNAD. Bugalé Israel a gouéz dindan béli ar Filistined hag ann Ammonited.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Varnerien 9
Cross References
Judges 1:7Hag Adonibézek a lavaraz: Tri-ugen̄t roué, goudé béza bét trouc’het d’ézhô barrou hô daouarn hag hô zreid, a zastumé dindân va zaol ar boéd a choumé eûz va dilerc’h (T): ével ma em eûz gréat, en deûz gréat ann Aotrou d’in. Hé gâs a réjon̄t da Jéruzalem, hag é varvaz énô.
Judges 9:45Hôgen Abimélek a stourmaz out kéar é-pâd ann deiz-zé holl: hé c’héméroud a réaz hag é lazaz hé holl dûd, ha goudé béza hé bévézet, éc’h hadaz c’hoalen war-n-ézhi.
Psalms 94:23Hag hén̄ a zistolô war-n-ézhô hô fallagriez: hag é kollô anézhô gan̄d hô drougiez hô-unan; ann Aotrou hon Doué a gollô anézhô. ———— XCIV. PSALM. Meûleûdi pe kanaouen David.
Isaiah 3:11Gwâ ann dén fallagr enn hé wall; râg gôbr hé zaouarn a zeûi d’ézhan̄.