Keinvanoù 1:4
Ruou Sion a wél, ô véza na zeû mui dén d’hé lidou; hé holl fersier a zô dispennet; hé béléien a hirvoûd; hé flac’hed-iaouan̄k glac’haret, hag hî hé-unan leûn a c’houervder. HÉ.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 3:26Dôriou Sion a vézô er c’han̄v hag enn daérou, hag hî a azézô war ann douar disman̄tret. ———— IV. PENNAD. Gwenn ann Aotrou a vézô énoret.
Isaiah 32:9Hé froudou a drôi é pég, hag hé boultr é soufr; hag hé douar é pég leskédik.
Jeremiah 10:22Râk-sé ével-henn é lavar Aotrou ann arméou: Chétu mé a emwélô anézhô; ann dûd-iaouan̄k a varvô gan̄d ar c’hlézé, hô mipien hag hô merc’hed a varvô gan̄d ann naoun.
Jeremiah 33:10Hôgen choumet hon eûz dindan teltou, hag hon eûz sen̄tet out kémen̄d en deûz gourc’hémennet d’é-omp Jonadab hon tad.
Lamentations 1:18Reiz eo ann Aotrou, râk didennet em eûz hé frouden ô tizen̄ti oud hé c’hér. Sélaouit, mé hô péd, holl boblou, ha gwélit va glac’har; va flac’hed-iaouan̄k, ha va faotred-iaouan̄k a zô bét kaset é sklavérez. COPH.
Lamentations 2:9Hé fersier a zô bét san̄ket enn douar. Torret ha brévet en deûz hé barrou; hé roué hag hé frin̄sed a zô é-touez ar brôadou; n’eûz mui a lézen, hag hé froféded n’hô deûz bét mui a wélédigez digan̄d ann Aotrou. IOD.