Keinvanoù 1
1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 129-137) ◄ Levr ar Profed Jérémias. Keinvanou Jérémias. Levr ar Profed Baruc’h. ► KEINVANOU JÉRÉMIAS. ———— Goudé ma oé bet kaset Israél é sklavérez, ha ma oé choumet Jéruzalem didûd, Jérémias, ar profed, a azézas enn eur wéla, hag a reaz ar geinvanou-man̄ war Jéruzalem; hag oc’h huanadi é c’houervder hé galoun, hag oc’h hirvoudi, é lavaraz: ———— I. PENNAD. Ar profed ô wéla war zisman̄tr Jéruzalem. ALEPH. 1 Pénaôz ar géar-zé péhini a oa kél leûn bobl, ef-hi azézet hé-unan̄; pénaoz itroun ar brôadou ef-hi deûét ével eunn in̄tan̄vez; pénaoz prin̄sez ar brovin̄sou ef-hi dalc’het da baéa ar gwiriou? BETH.
2Héd ann nôz é deûz skuḻet daérou, hag hé daérou a zô bét kouézet war hé divôc’h: n’eûz hini eûz ar ré a garé a gémen̄t a zizoanfé anézhi; hé holl viñouned hô deûz hé disprizet, hag a zô deûet da énébourien d’ézhi. GHIMEL.
3Merc’h Juda a zô éat-kuît enn-abek d’hé glac’har, ha d’hé gwall sklavérez: bét éo ô choum é-touez ar brôadou, ha n’é deûz két kavet a éhan; hé holl heskinérien hô deûz hé faket énn hen̄t-strîz. DALETH.
4Ruou Sion a wél, ô véza na zeû mui dén d’hé lidou; hé holl fersier a zô dispennet; hé béléien a hirvoûd; hé flac’hed-iaouan̄k glac’haret, hag hî hé-unan leûn a c’houervder. HÉ.
5Hé énébourien a zô savet dreist-hi, hé heskinerien a zô deûet da véza pinvidik; ô véza ma en deûz ann Aotrou hé barnet enn-abek d’al lôd brâz eûz hé fallagriézou; hé bugalé a zô bét kaset é sklavérez é-raog ann heskiner. VAV.
6Holl skéd merc’h Sion a zô bét tennet diout-hi; hé frin̄sed a zô deuet ével tourzed péré na gavont ket a beûri; hag hi a zô éat dinerz é-raog ann hini a iéa war hô lerc’h. ZAÏN.
7Jéruzalem é deisiou hé glac’har hag hé gwallérez é deûz bét koun eûz ar péz é dôa bét a wella enn déisiou ken̄t, pa gouéze hé fobl étré daouarn ann énébourien, hép ma oa dén évid hé gennerza; hé énébourien hô deûz hé gwélet, hag hô deûz gréat goap eûz hé deisiou sabbat. HETH.
8Eur péc’hed brâz é deûz gréat Jéruzalem, râk-sé eo deûet da véza kildrô. Ar ré holl a énoré anézhi, hô deûz hé disprizet, ô véza ma hô deûz gwélet hé mézégez; hôgen hi é deûz distrôet hé fenn enn eur geina. THETH.
9Hé hudurez a zô oud hé zreid, ha n’é deûz két bét a goun eûz hé divez; gwall zistéréet eo bét, ha dén n’en deûz hé dizoaniet. Arvest, Aotrou, va glac’har, râg uc’héléet eo ann énébour. IOD.
10Ann énébour en deûz lékéat hé zourn war ar péz é dôa a wella: ô véza ma é deûz gwélet ô ton̄d enn hé san̄tuar, brôadou éz pôa gourc’hémennet n’az ajen̄t két enn da strollad. CAPH.
11Hé fobl holl a hirvoud hag a glask hé vara; rôet hô deûz kémen̄d hô dôa a wella, évid ar boéd hô dôa ézomm. Gwél, Aotrou, hag arvest, pégen dister ounn deûet da véza. LAMED.
12O c’houi holl, péré a drémen dré ann hen̄t, arvestit ha gwélit hag éz eûz eur c’hlac’har hén̄vel out va glac’har; ô véza m’en deûz ann Aotrou va ven̄dachet, ével ma en deûz lavaret é deiz hé frouden. MEM.
13Eûz ann néac’h en deûz kaset tân em eskern, hag en deûz va c’hastizet: rouéjou en deûz steñet out va zreid, hag en deûz va lékéat da gouéza a-c’houen; va lékéat en deûz da veza trist ha glac’haret héd ann deiz. NUN.
14Géô va fallagriézou é deûz va mac’het; ével chadennou in̄t deûet enn he zourn, hag hô lékéat en deûz war va chouk; dislébéret eo bét va ners; va lékéat en deûz ann Aotrou enn eunn dourn a béhini na hellinn két en em denna. SAMECH.
15Ann Aotrou en deûz tennet eûz va c’hreiz ann holl ré vraz: galvet en deûz em énep ann amzer, é péhini é tlié brévi va ré zilennet. Ann Aotrou en deûz gwasket hé-unan ar waskel évid ar plac’h-iaouan̄k, merc’h Juda. AÏN.
16Râk-sé é wélann, hag é skûḻ daérou va lagad; râg ann hini a dlié va dizoania ha rei eur vuez névez d’in, a zô éat pell diouz-in; va bugalé a zô en em gollet, ô véza ma eo deûet va énébour tréac’h d’in. PHE.
17Sion é deûz astennet hé daouarn, ha dén n’en deûz hé dizoaniet; ann Aotrou en deûz gourc’hémennet da énébourien Jakob, ma teujen̄t out-han̄ a bép tû; Jéruzalem a zô deûet enn hô zouez ével eur c’hrég saotret gan̄d hé misiou. SADE.
18Reiz eo ann Aotrou, râk didennet em eûz hé frouden ô tizen̄ti oud hé c’hér. Sélaouit, mé hô péd, holl boblou, ha gwélit va glac’har; va flac’hed-iaouan̄k, ha va faotred-iaouan̄k a zô bét kaset é sklavérez. COPH.
19Va miñouned em eûz galvet, hag hî hô deûz va zouellet: va béléien ha va zûd-kôz a zô bét bévézet er géar, en̄dra ma klasken̄t boéd évit kennerza hô buez. RES.
20Gwél, Aotrou, péger glac’haret ounn; kéflusket eo va bouzellou; direizet eo va c’haloun enn-oun, ô véza ma ounn leûn a c’houervder; ar c’hlézé a lâz er-méaz, ha skeûden ar marô a zô enn tî. SIN.
21Klévet hô deûz pénaoz ec’h hirvoudenn, ha dén n’en deûz va dizoaniet; va holl énébourien hô deûz klévet méneg eûz va reûz, hag hî a zô en em laouénéet, ô véza ma eo té éc’h eûz hé gréat. Hôgen pa zeûi deiz va dizoan, hî a zeûiô hen̄vel ouz-in. THAU.
22Ra zeûi hô holl zrougiez dira-z-od: ha ven̄dach-hi ével ma éc’h eûz va ven̄dachet enn-abek d’am fallagriézou holl: râk hirvoudi a rann kalz, ha glac’haret brâz eo va c’haloun. ———— II. PENNAD Jérémias a erbéd Sion da geina bépréd. ALEPH.