Keinvanoù 2:6
Diskaret en deûz hé delt ével eur c’harz; freûzet en deûz hé dabernakl. Ann Aotrou en deûz lékéat enn an̄kounac’h é Sion ar gwéliou hag ann deisiou sabbat; lékéat en deûz ar roué hag ar bélek é dismégan̄s hag é buanégez hé frouden. ZAÏN.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 74:7Lékéat hô deûz ann tân enn da zan̄tuar, hag hô deûz hé zévet; saotret hô deûz tabernakl da hanô, oc’h hé ziskara d’ann douar.
Psalms 89:40Diskaret éc’h eûz hé holl gaéou; taolet éc’h eûz ar spoun̄t enn hé gestel.
Isaiah 1:13Na gennigit mui a zakrifiz d’in enn aner: argarzuz éo ann ézan̄s d’in. N’hellann mui gouzan̄vi hô loariou-névez, hô sabbatou, hag hô kwéliou all; fallagr eo hô strolladou.
Isaiah 5:6Hé lâkaad a rinn da véza dilézet; na vézô két divéget, na vézô két kaéet; hag é savô ann dréz hag ann drein war hé zro; hag é c’hourc’hémenninn d’ar c’hoabr na lézin̄t két a c’hlaô da gouéza war-n-ézhi.
Isaiah 63:18Hôgen en em laouénaad a réot, hag é tridot da-vikenn er péz a grouinn; râk mé a ia da groui Jéruzalem enn tridérez, hag hé bobl el lévénez.
Jeremiah 42:18Hôgen abaoé ma hon eûz éhanet da ôber sakrifisou da rouanez ann éñv, ha da genniga gwéstlou d’ézhi, omb bét enn diénez eûz a bép-trâ, hag omb bét dispennet gan̄d ar c’hlézé ha gan̄d ann naounégez.