The Bible Software
Keinvanoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Keinvanoù 2

1Pénaoz en deûz ann Aotrou gôlôet a dévalien enn hé frouden merc’h Sion: hag en deûs-hén̄ taolet eûz ann én̄v d’ann douar merc’h Israel ker skéduz, ha n’en deûs-hén̄ két bét a goun é deiz hé frouden eûz a skabel hé dreid? BETH.

2Diskaret en deûz ann Aotrou kémen̄d a ioa kaer é Jakob, ha n’en deûz espernet nétrâ: disman̄tret en deûz enn hé frouden kestel merc’h Juda, hag en deûz hô diskaret d’ann douar; saotret en deûz hé rouan̄télez hag hé frin̄sed. GHIMEL.

3Torret en deûz enn hé frouden holl c’halloud Israel: tennet en deûz adré hé zourn déou a zirâg ann énébour; lékéat en deûz da gregi é Jakob ével eur flamm tân a zév a bép tû. DALETH.

4Steñet en deûz hé wareg ével eunn énébour; startéet en deûz hé zourn déou ével eur stourmer: lazet en deûz kémen̄d a ioa kaer da wélout é telt merc’h Sion: ével tân en deûz skuḻet hé vuanégez. HÉ.

5Ann Aotrou a zô deûet ével eunn énébour: diskaret en deûz Israel, diskaret en deûz hé vuriou: dispennet en deûz hé gréou; ha leûniet en deûz a vuelded ar oazed hag ar merc’hed é Juda. VAV.

6Diskaret en deûz hé delt ével eur c’harz; freûzet en deûz hé dabernakl. Ann Aotrou en deûz lékéat enn an̄kounac’h é Sion ar gwéliou hag ann deisiou sabbat; lékéat en deûz ar roué hag ar bélek é dismégan̄s hag é buanégez hé frouden. ZAÏN.

7Distolet en deûz ann Aotrou hé aoter, milliget en deûz hé zan̄tuar; muriou hé douriou en deûz lékéat étré daouarn hé énébourien; garmet hô deûz é tî ann Aotrou, ével enn eunn deiz lîd. HETH.

8Ann Aotrou en deûz mennet diskara mûr merc’h Sion; lédet en deûz hé linen, ha n’en deûz két tennet hé zourn, kén na vijé dispennet holl: râk-sé ar vur gen̄ta, hag ann eil vur a zô bét diskaret. THETH.

9Hé fersier a zô bét san̄ket enn douar. Torret ha brévet en deûz hé barrou; hé roué hag hé frin̄sed a zô é-touez ar brôadou; n’eûz mui a lézen, hag hé froféded n’hô deûz bét mui a wélédigez digan̄d ann Aotrou. IOD.

10Hénaoured merc’h Sion a zô azézet war ann douar, hag hô deûz tavet; ludu hô deûz taolet war hô fenn; saéou-reûn hô deûz lékéat war hô zaé; plac’hed Jéruzalem a zalc’h hô fenn soublet étrézég ann douar. CAPH.

11Va daoulagad a zô falléet gan̄d ann daérou, va bouzellou a zô bét reûstlet; kouézet eo va avu d’ann douar, pa em eûz gwélet disman̄tr merc’h va fobl, pa em eûz gwélet ar vugalé vihan hag ar ré oud ar vronn ô kouéza marô war al leuriou-kéar. LAMED.

12Hî a lavaré d’hô mammou: Péléac’h éma ann éd hag ar gwin? Pa gouézen̄t gan̄d an naoun ével pa vijen̄t bét glazet war al leûriou-kéar; pa roen̄t hô éné war askré hô mammou. MEM.

13Oc’h pétrâ é likiinn éz oud hével? (T) Pé out piou éc’h hévélébékainn ac’hanod, merc’h Jéruzalem? Out pétrâ é kemminn ac’hanod, ha pénaoz é tizoaninn ac’hanod, ô plac’h-iaouan̄k, merc’h Sion? Râk da zismân̄tr a zô brâz ével ar môr; piou a louzaouo ac’hanod? NUN.

14Da broféded hô deûz gwélet évid-od traou gaou ha diskian̄t ha n’hô deûz két dizôlôet da fallagriez, évit da zougen d’ar binijen: hôgen hi hô déuz gwélet évid-od sorc’hénnou gaou ha divec’hiou. SAMECH.

15Kémen̄d hini a dréméné dré ann hen̄t a stlaké gan̄d hô daouarn; c’houibanet hô deûz, hejet hô deûz ho fenn war verc’h Jéruzalem; hag houn-nez éo, émé-z-hô, ar géar ker kaer-zé, a oa lévénez ann douar holl? PHE.

16Da holl énébourien hô deûz digôret hô génou war-n-od: c’houibanet hô deûz, skriñet hô deûz hô den̄t, hag hi hô deûz lavaret: Nî hé loun̄kô; chétu aman̄ ann deiz a c’hortozemp; hé gavét hon eûz, hé wélet hon eûz. AÏN.

17Gréat en déûz ann Aotrou ar péz en dôa mennet; sévénet en deûz ar gér en dôa gourc’hémennet enn deisiou ken̄t; disman̄tret en deûz, ha n’en deûz két espernet; lékéat en deûz da énébour d’en em laouénaat diwar da benn; savet en deûz horn da heskinérien. SADE.

18Garmet é deûz hô c’haloun étrézég ann Aotrou war vuriou merc’h Sion. Skûḻ daérou ével eur froud, a-zoug ann deiz hag ann nôz; na rô két a éhan d’id, ha na davet két mâb da lagad. COPH.

19Saô, meûl enn nôz, é penn ar béḻiou; skuḻ da galoun ével dour dirâg ann Aotrou; saô da zaouarn étrézég enn-han̄ évid éné da vugaligou, péré a zô bét kouézet gan̄d ann naoun é penn pép rû. RES.

20Arvest, Aotrou, ha gwél piou éc’h eûz ben̄démiet ével-sé. Ha dibri a rai ar gragez hô frouez, bugaligou eûz a eur raouen a héd? Hag é san̄tuar ann Aotrou é vézô lazet ar béleg hag ar profed? SIN.

21Ar bugel hag ann dén-kôz a zô gourvézet war ann douar el leuriou-kéar. Va flac’hed-iaouan̄k ha va faotred-iaouan̄k a zô kouézet dindân ar c’hlézé; hô lazet éc’h eûz é deiz da frouden: skôet éc’h eûz, hép truez é-béd. THAU.

22Galvet éc’h eûz, ével énn eunn deiz gouel-lîd, tûd a bép tû évit va spoun̄ta, ha n’en deûz gellet téc’hout den, na n’éo bet lézet, é deiz frouden ann Aotrou (M): ar ré em bôa savet, hag em boa maget a zô bét bévézet gan̄t va énébour. ———— III. PENNAD Jérémias a erbéd bugalé Juda da zistréi oud ann Aotrou. ALEPH.

← Keinvanoù 1Read In The App, Free →Keinvanoù 3 →

Study Keinvanoù 2

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345