Leviegezh 12:2
Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ezhô: Eur c’hreg pa é dévézô gwélet hé ozac’h, ma c’hân eur paotr, é vézô dic’hlan é-pâd seiz dervez, hervez ann deisiou eûz a rann hé misiou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
3Hag ar bugel a vézô enwadet d’ann eizved deiz.
Cross References
Leviticus 5:3Ha ma en deûz lékéad hé zourn war eunn dra-bennâg a louz eûz ann dén, hervez kémen̄t lousdoni gan̄t péré é hell béza saotret; goudé béza hé an̄kounac’héat, mar teû pelloc’h d’hé anaout, é vézô dindân ar fazi.
Leviticus 15:19Ar vaouez péhini é dévézô hé réd-goâd bép miz a vézô rannet é-pâd seiz dervez.
Job 14:4Piou a hell lakaad glan ann hini a zô ganet eûz a eur wenn dic’hlan? Ha né két té hép-kén a hell hé ôber?
Job 25:4Ha béz’ é hell béza didamallet ann dén hévélébékéet ouc’h Doué, pé en em ziskouéza glân néb a zô ganet gan̄d ar c’hrég?
Luke 2:22Ha goudé ma oé sévénet deisiou ar c’harzérez, hervez lézen Moizez, é tougjon̄d anézhan̄ da Jéruzalem, évid hé ginniga d’ann Aotrou,