The Bible Software
Leviegezh · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Leviegezh 12

1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:

2Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ezhô: Eur c’hreg pa é dévézô gwélet hé ozac’h, ma c’hân eur paotr, é vézô dic’hlan é-pâd seiz dervez, hervez ann deisiou eûz a rann hé misiou.

3Hag ar bugel a vézô enwadet d’ann eizved deiz.

4Hôgen hî a choumô c’hoaz tri dervez ha trégon̄t é goâd hé glanérez. Na lakai hé dourn war nétrâ a zan̄tel, ha n’az ai két ébarz ar san̄tuar, kén na vézô sévénet deisiou hé glanérez.

5Hôgen ma c’hân eur baotrez, é vézô dic’hlan é-pâd diou zizun, hervez ar boaz évid réd ar misiou, hag é choumô c’houéac’h dervez ha tri-ugen̄t é goâd hé glanérez,

6Ha pa vezô tréménet deisiou hé glanérez, pé évid eur mâb, pé évid eur verc’h, é tougô eunn oan bloaz é sakrifiz losk hag eur goulmik pé eunn durzunellik, évid ar péc’hed, é-tâl dôr tabernakl ann désténi, hag hô rôio d’ar bélek,

7Péhini hô c’hennigô dirâg ann Aotrou, hag a bédô évit-hi; hag ével-sé é vézô glanet-hî eûz a réd hé goâd. Houn-nez eo al lézen évid ann hini a c’hân eur paotr pé eur baotrez.

8Ma na gâv két hé dourn kémen̄t-sé, ha ma na hell két kenniga eunn oan, é kémérô diou durzunel, pé diou goulmik, unan évid ar sakrifiz-losk, hag ébén évid ar péc’hed: hag ar béleg a bédô évit-hi, hag hî a vezô glanet ével-sé. XIII. PENNAD. Lézen diwar-benn al lovren̄tez.

← Leviegezh 11Read In The App, Free →Leviegezh 13 →

Study Leviegezh 12

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627