Leviegezh 16:10
Hag ar bouc’h war béhini é vézô kouézet ar sort évid ar bouc’h da gâs kuît, a vézô lékéat béô gan̄t-han̄ dirâg ann Aotrou, évit ma rai pédennou war-n-ézhan̄, ha ma kasô anézhan̄ d’ann distrô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 14:7Hag é sparfô gan̄t-han̄ seiz gwéach ann hini a dlé béza glanet, évit ma vézô karzet hervez al lézen; hag ê laoskô ar golvan béô, évit ma nijô dré ar parkéier.
Isaiah 53:4Chétu em eûz hé rôet da dést d’ar boblou, da réner ha da gélenner d’ar brôadou.
Romans 4:25Péhini a zô bét lékéat d’ar marô évid hor péc’héjou, hag a zô bét dazorc’het évid hon didamallout- ni. ———— V. PENNAD. l. O véza ével-sé didamallet dré ar feiz, hor bézet ar péoc’h, gan̄d Doué dré Jézuz-Krist hon Aotrou, 2 Dré béhini hon eûz ivé digémer dré ar feiz er c’hrâz-zé é péhini é choumomp stard, ha dré béhini en em veûlomp enn espéran̄s eûz a c’hloar bugalé Doué. 3 Ha nann hép-kén enn esperanz-zé, hôgen ivé en em veûlomp enn an̄keniou: ô c’houzout pénaoz ann an̄ken a ra ar sioulded. 4 Ar sioulded a ra ann arnod, hag ann arnod ann espéran̄s. 5 Hôgen ann espéran̄s-zé né két touelluz: dré ma eo skuḻet karan̄tez Doué enn hor c’halounou gan̄d ar Spéred-San̄tel a zô bét rôed d’é-omp. 6 Râk pérâk, pa édomp c’hoaz gwân, eo marô ar C’hrist évid ar béc’herien hervez ann amzer? 7 Hag évit-gwîr a véac’h unan-bennâg a felfé d’ézhan̄ mervel évid eunn dén gwirion: martézé koulskoudé unan-bennâg a grétfé mervel évid eunn dén éeun. 8 Hôgen ar péz a ziskouéz ar muia karan̄tez Doué enn hor c’hénver, eo penaoz, enn amzer ma édomp c’hoaz péc’herien, 9 Ar C’hrist a zo marô évid-omp; ével-sé pa’z omp bréma didamallet dré hé c’hoad, ken̄t-sé é vézimp dieûbet dré-z-han̄ eûz a vuanégez Doué. 10 Râk mar d-omp en em unanet gan̄d Doué dré varô hé vâb, ha nî c’hoaz hé énébourien, ken̄t-sé é vézimp salvet dré hé vuez-hén̄, bréma pa’z omp didamallet. 11 Ha nann hép- k én omp en em unanet, hôgen ivé en em veûlomp é Doué dré hon Aotrou Jézuz-Krist, digan̄t péhini eo deûed d’é-omp ann unvaniez-zé. 12 Dré-zé ével mar d-eo deûed ar péc’hed er béd dré eunn dén hép-kén, hag ar marô dré ar péc’hed, ével-sé ar marô a zô tréménet enn holl dûd dré ann hini é pehini hô deûz péc’het holl. 13 Râk bétég al lézen eo bét ar péc’hed er béd: hôgen pa né oa két c’hoaz al lézen, né oa két nivéret ar péc’hed. 14 Koulskoudé ar marô en deûz rénet adaleg Adam bété Moizez, é-kén̄ver zô-kén ar ré ha n’hô doa két péc’het dré derri lézen Doué, ével ma réaz Adam, péhini eo ar skeûden eûz ann hini da zon̄t. 15 Hôgen né d-eo két ar c’hrâs ével ar péc’hed; râk évit péc’hed unan hép-kén mar d-eo marô kalz a dûd, ken̄t-sé trugarez ha grâs Doué a zô en em skiñet gan̄t founder war veûr a hini dré c’hrâs eunn dén hép-kén péhini eo Jézuz-Krist. 16 Ha né d-eo két ar c’hrâz-zé ével ar péc’hed; râk tamallet omb bét dré ar varn évid eur péc’hed hép-kén; ha didamallet omp dré ar c’hrâs goudé meûr a béc’hed. 17 Râk ma en deûz rénet ar marô dré eunn dén hép-kén, enn abek da béc’hed eunn den hép-kén, kén̄t-sé ar ré da béré eo rôet eur founder a c’hrâs, a drugarez hag a wirionez, a rénô er vuez dré eunn dén hép-kén péhini eo Jézuz-Krist. 18 Ével éta ma eo dré béc’hed unan hép-kén eo kouézet ann dûd holl er varnédigez, ével-sé ivé eo dré wirionez unan hép-kén eo bét rôed d’ann holl dûd didamall ar vuez. 19 Râk ével meûr a hini a zô deûed da béc’herien dré zizen̄ti oud eunn dén hép-kén; ével-sé ivé meûr a hini a zeûi da dûd-gwirion dré zen̄ti oud unan hép-kén. 20 Al lézen a zô deûet évid digas eul lôd brâz a béc’héjou. Hôgen el léac’h ma’z eûz eul lôd brâz a béc’héjou, éz eûz eul lôd brasoc’h a c’hrasou. 21 Évit ével ma en deûz rénet ar péc’hed ô rei ar marô, é rénô ivé ar c’hrâs dré ar wirionez ô rei ar vuez peûr-baduz dré Jézuz-Krist hon Aotrou. ———— VI. PENNAD.
Hebrews 7:26Râk déréad é oa hor bijé eur bélek-brâz san̄tel, dizrouk, dinam, rannet diouc’h ar béc’herien, hag uc’héloc’h égéd ann én̄vou: