The Bible Software
Leviegezh · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Leviegezh 16

1Ann Aotrou a gomzaz ivé out Moizez, goudé ma oa marô ann daou vab eûz a Aaron, pa oen̄t lazet évit béza kenniget tân a-ziavéaz d’ann Aotrou;

2Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhan̄, ô lavarout: Lavar da Aaron, da vreûr, n’az ai két é péb amzer er san̄tuar a zô é-diabarz ar wél dirâg ar goulc’her a c’hôlô ann arc’h, évit na varvô két; rag en em ziskouéza a rinn er goabren war ann orakl;

3N’az aet két kén n’en dévézô gréat ann dra-man̄: Kenniga a rai eul leûé évid ar péc’hed, hag eunn tourz é sakrifiz-losk.

4Eur zaé lîn a wiskô, gôlei a rai gan̄t bragou lîn ar péz a dlé béza kuzet; eo em c’houriza a rai gan̄d eur gouriz lin; lakaad a rai war hé benn eur mitr lin; rag ar gwiskou-zé a zô san̄tel; hag hô lakaad a rai holl, goudé béza en em walc’het.

5Hag é tigémérô digan̄d ann holl strollad eûz a vugalé Israel daou vouc’h évid ar péc’hed, hag eunn tourz évid ar sakrifiz-losk.

6Ha pa en dévézô kenniget al leûé, ha pa en dévézô pédet évit-han̄ hé-unan hag évid hé dî,

7É savô ann daou vouc’h dirâg ann Aotrou é-tâl dôr tabernakl ann desténi;

8Hag ô teûrel ar sort war ann daou vouc’h, unan évid ann Aotrou, hag égilé évid ar bouc’h da gâs-kuît; 5 Ar bouc’h war béhini é vézô kouézet ar sort évid ann Aotrou, a vézô kenniget gan̄d Aaron évid ar péc’hed;

9

10Hag ar bouc’h war béhini é vézô kouézet ar sort évid ar bouc’h da gâs kuît, a vézô lékéat béô gan̄t-han̄ dirâg ann Aotrou, évit ma rai pédennou war-n-ézhan̄, ha ma kasô anézhan̄ d’ann distrô.

11Goudé béza gréat kémen̄t-sé hervez ar gourc’hémenn, é kennigô al leûé; hag ô pidi évit-han̄ hé-unan hag évid he dî, é lazô anézhan̄.

12Neûzé é kémérô ann ézan̄souer en dévézô karget leûn gan̄t glaou béô diwar ann aoter, hag ô kémérout gan̄d hé zourn al louzou c’houés-vâd a vézô bét gréat évid ézan̄s, éz ai enn tû all d’ar wél é San̄t ar Zen̄t;

13Évit, pa vézô lékéat al louzou c’houés-vâd war ann tân, ma teûi ar môged hag ann aézen anézhô da c’hôlei ann orakl a zô war ann desténi, ha na varvô két.

14Kémérout a rai ivé eûz a c’hoad al leûé, hag é sparfô seiz gwéach gan̄d hé vîz ar goulc’her war-zû ar sav-héol.

15Ha goudé ma en dévézô lazet ar bouc’h évit péc’hed ar bobl, é tougô hé c’hoad enn diabarz eûz ar wél, ével ma eo bét gourc’hémennet diwar-benn goad al leûé, évit ma sparfô dirâg ann orakl,

16Ha ma c’hlanô ar san̄tuar diouc’h saotrou bugalé Israel, ha diouc’h hô faziou, hag hô holl béc’héjou. Ann hévélep lîd a rai war dabernakl ann desténi, a zô savet enn hô c’hreiz é-mesk ar saotrou eûz hô zeltou.

17Na vézet dén é-béd enn tabernakl, p’az ai ar bélek-brâz é San̄t ar Zen̄t, évit pidi évit-han̄ hé-unan hag évid hé dî, hac évid ann holl strollad eûz a Israel, kén na vézô deûet er-méaz.

18Hôgen pa vézô deûet er-méaz étrézég ann aoter a zô dirâg ann Aotrou, ra bédô évit-han̄ hé unan; ha goudé béza kéméret eûz a c’hoad al leûé, hag eûz a c’hoad ar bouc’h, ra skuḻô anézhan̄ war gerniel ann aoter trô-war-drô;

19Hag ô sparfa seiz gwéach ann aoter gan̄d hé vîz lékéet er goad, é c’hlanô hag é san̄télô anézhi diouc’h saotrou bugalé Israel.

20Goudé ma en dévézô glanet ar san̄tuar, hag ann tabernakl, hag ann aoter, é kennigô ar bouc’h béô;

21Hag ô véza lékéat hé zaou zourn war benn ar bouc’h, é tisklériô holl fallagriézou bugalé Israel, hag hô holl wallou, hag hô holl béc’héjou; hag oc’h hô lakaat gan̄d drouk-peden war benn ar bouc’h, her c’hasô d’ann distrô gan̄d eunn dén daré évit-sé.

22Ha goudé ma en dévézô douget ar bouc’h hô fallagriézou enn eul léac’h a-dû, hag é vézô bét laosket enn distrô,

23É tistrôi Aaron é takernakl ann desténi, ha goudé béza kuitéet ar gwiskaman̄chou en dôa gwisket ken̄t pa’z éa er san̄tuar, hag ô véza hô lézet énô,

24É walc’hô hé gîk el léac’h san̄tel, hag é lakai hé ziḻad. Ha goudé ma vézô deûet er-méaz, ha ma en dévézô kenniget hé sakrifiz-losk hag hini ar bobl, e pédô évit-han̄ hé unan hag évid ar bobl;

25Hag é tevô war ann aoter al lard a zô bét kenniget évid ar béc’héjou.

26Hôgen ann hini en dévézô kaset ar bouc’h da gâs kuît, a walc’hô gan̄d dour hé ziḻad hag hé gorf, ha goudé-zé é teûi ébars er c’hamp.

27Kaset é vézô er-méaz eûz ar c’hamp al leûé hag ar bouc’h a vézô bét lazet évid ar péc’hed, hag a vézô bét douget hô goâd er san̄tuar, évit ma vézô sévénet ann dic’haouidigez; hag é vézô devet enn tân ar c’hoc’hen, ar c’hîg hag ar beûzel.

28Ha piou-bennâg en dévézô hô devet, a walc’hô hé ziḻad hag hé gig enn dour, ha goudé-zé é teûi ébars er c’hamp.

29Hag ann dra-zé a vézô reiz ha peûr-baduz enn hô touez. Er seizved mîz, d’ann dékved deiz eûz ar mîz, é c’hlac’harot hoc’h énéou, ha na réot labour é-béd, kén ar ré a zô ganet enn hô prô, kén ar ré a zô deûet eûz a ziavéaz brô hag a gerz enn hô touez.

30Enn deiz-zé eo é vézô gréat hô tic’haouidigez, ha glanidigez hoc’h holl béc’héjou; dirâg ann Aotrou é viot glanet;

31Rak sabbat ann éhan eo, hag é c’hlac’harot hoc’h énéou gan̄d eul lid peûr-baduz.

32Hôgen ann dic’haouidigez-zé a vézô gréat gan̄d ar bélek a zô bét sakret, hag a zô bét sakret ivé hé zaouarn évit ma rai ar garg a vélék é léac’h hé dâd; hag é wiskô ar zaé lîn, hag ar gwiskaman̄chou san̄tel;

33Hag hen̄ a zic’haouô ar san̄tuar, tabernakl ann desténi hag ann aoter; ar véléien ivé hag ar bobl holl.

34Hag ann dra-man̄ a vézô d’é-hoc’h eul lézen da virout bépréd, ma pédot eur wéach er bloaz évit bugalé Israel, hag évid hô holl béc’héjou. Moizez a reaz éta ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄. ———— XVII. PENNAD. Doué a c’hourc’hémenn d’ann Israélited na rain̄t sakrifiz néméd da Zoué hép-kén, ha na zebrin̄t két a c’hoad.

← Leviegezh 15Read In The App, Free →Leviegezh 17 →

Study Leviegezh 16

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627