Leviegezh 16:2
Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhan̄, ô lavarout: Lavar da Aaron, da vreûr, n’az ai két é péb amzer er san̄tuar a zô é-diabarz ar wél dirâg ar goulc’her a c’hôlô ann arc’h, évit na varvô két; rag en em ziskouéza a rinn er goabren war ann orakl;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 8:35Nôz-deiz é choumot enn tabernakl, oc’h ôber gward ann Aotrou, gan̄d aoun na varvchot; râg ével-se eo bét gourc’hémennet d’in.
Leviticus 16:34Hag ann dra-man̄ a vézô d’é-hoc’h eul lézen da virout bépréd, ma pédot eur wéach er bloaz évit bugalé Israel, hag évid hô holl béc’héjou. Moizez a reaz éta ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄. ———— XVII. PENNAD. Doué a c’hourc’hémenn d’ann Israélited na rain̄t sakrifiz néméd da Zoué hép-kén, ha na zebrin̄t két a c’hoad.
Numbers 4:19Hôgen grît kémen̄t-man̄ évit-hô, évit ma vévin̄t ha na varvin̄t két, mar lékéon̄t hô dourn war Zan̄t ar Zen̄t. Aaron hag hé vipien a iélô ébarz, hag hî a aozô labour pép-hini, hag a rannô ar béac’h a dlé dougen pép-hini.