Leviegezh 19:19
Mirit va lézennou. Na laka két da loen d’en em bara gan̄t loéned eûz a eur wenn all. Na hadi két da bark gan̄d hadou dishén̄vel. Na zougi két a ziḻad gwéet gan̄d daou neûd dishén̄vel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 18:4Sévéni a réot va gourc’hémennou, miroud a réot va c’hélennou, hag é kerzot enn-hô. Mé eo ann Aotrou hô Toué.
Leviticus 20:8Mirit va c’hélennou, ha sévénit-hô. Mé eo ann Aotrou a zô ô san̄télaat ac’hanoc’h.
Leviticus 25:18Grit va c’hélennou, ha mirit va barnédigézou, ha sévénit-hô, évit ma hellot choum war ann douar hép spoun̄t,
Deuteronomy 22:10Hag ann holl boblou eûz ann douar a wélô pénaoz hanô ann Aotrou a zô galvet war-n-oud, hag é spoun̄tin̄t ra-z-oud.
2 Samuel 13:29Paotred Absalom a réaz éta é-kén̄ver Amnon, ével m’en dôa gourc’hémennet Absalom d’ézhô. Hag holl vugalé ar roué a zavaz, ha pép-hini anezhô a biñaz war hé vûl hag a iéaz-kuît.