The Bible Software
Leviegezh · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Leviegezh 19

1Ann Aotrou a gomzaz out Moizez, ô lavarout:

2Komz out strollad holl vugalé lsrael, ha lavar d’ézhô: Bézit sen̄t, râk mé a zô san̄t, mé ann Aotrou ho Toué.

3Ra zoujô pép-hini hé dâd hag hé vamm. Mirit va deisiou sabbat. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

4Na drôit két oud ann idolou, ha na rit két d’é-hoc’h douéed teûzet (T). Mé eo ann Aotrou hô Toué.

5Ma lazit eunn hostiv a béoc’h d’ann Aotrou, évit tenna hé drugarez war-n-hoc’h,

6É tebrot anézhi enn deiz ma vézô bét lazet, hag an̄trônôz; hag é tevot gan̄d ann tân kémen̄d a vézô choumet a zilerc’h ann trédé deiz.

7Mar tebr eur ré eûz anézhi goudé ann eil dervez, é vézô dizan̄tel ha fallagr;

8Hag é tougô hé fallagriez, ô véza ma en deûz saotret ar péz a oa gwéstlet d’ann Aotrou, hag é varvô eûz a greiz hé bobl.

9Pa védot ann édou eûz hô touar, n’hô zouzot két bété koc’hen ann douar; ha na zastumot két ann tamoézennou a vézô choumet.

10Na zastumot két ken-nébeût enn hô kwinien ar bodou a vézô choumet, nag ar greûnennou a vézô kouézet; hô lézel a réot évid ar béorien hag évid ann ergerzérien. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

11Na laérot két. Na léverrot két a c’hevier; ha dén na douellô hé nesa.

12Na doui két é-gaou em hanô, ha na zaotri két hanô da Zoué. Mé eo ann Aotrou.

13Na damalli két é-gaou da nesa, ha na waski két anézhan̄ dré nerz. Gôbr da zévézour na choumô két enn da dî bétég ar min̄tin.

14Na liviri kéd a zroug eûz ann dén bouzar, ha na liki nétrâ dirâg ann dén dall a helfé hé lakaad da gouéza; hôgen douja a rî ann Aotrou da Zoué, rak mé eo ann Aotrou.

15Na ri nétrâ a-énep gwîr, ha na varni két é-gaou. Na zisprizi két ann dén paour, ha na énori két ann dén galloudek a-énep gwir. Barn da nesa gan̄t léalded.

16Na vézi nag eunn drouk-prézéger, nag eul labenner-kûz é-touez da bobl. Na zavi két a-énep goâd da nesa. Mé eo ann Aotrou.

17Na gasai két da vreûr enn da galoun, hôgen difazia a ri (M) anézhan̄ dirâg ann holl, gan̄d aoun n’az pé ar péc’hed enn abek d’ézhan̄.

18Na glask két en em ven̄ji, hag an̄kounac’ha ar gaou a berz (T) da genvrôiz. Karoud a ri da viñoun ével-d-oud da-unan. Mé eo ann Aotrou.

19Mirit va lézennou. Na laka két da loen d’en em bara gan̄t loéned eûz a eur wenn all. Na hadi két da bark gan̄d hadou dishén̄vel. Na zougi két a ziḻad gwéet gan̄d daou neûd dishén̄vel.

20M’az â eur goâz da gousket gan̄d eur vaouez évid en em unani gan̄t-hi, ha mar d-eo hou-man̄ eur vatez hag enn oad da zimézi, hôgen ma n’eo két bét dasprénet gan̄d arc’han̄t, ha ma n’eo két bét rôet hé fran̄kiz d’ézhî, é vézin̄t kannet hô-daou, ha na varvin̄t két, ô véza na oa két fran̄k-hî.

21Hôgen hén̄, évid hé béc’hed, a gennigô eunn tourz d’ann Aotrou é-tâl dôr tabernakl ann desténi;

22Ar béleg a bédô évit-han̄ hag évid hé béc’hed dirâg ann Aotrou; hag é kavô trugarez, hag hé béc’hed a vézô distolet d’ézhan̄.

23Pa viot éat er vrô am eûz lavaret é vijé rôet d’é-hoc’h (T), ha pa hô pézô plan̄tet enn-han̄ gwéz frouéz, é enwadot anézhô; ar frouez ken̄ta a zavô anézhô a vézô dic’hlan d’é-hoc’h, ha na zebrot két anézhô.

24Hôgen ar pevaré bloaz hô holl frouez a vézô san̄télet ha gwéstlet d’ann Aotrou.

25Hôgen er pempved bloaz é tebrot ar frouez, goudé béza dastumet kémen̄d hô dévezô douget ar gwéz. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

26Na zebrot nétra gan̄d ar goâd. Na ziouganot két; ha na arvestot két ann huvréou.

27Na grennot két hô pléô; na douzot két hô parô.

28Na réot két a drouc’hou enn hô kîg, enn abek da eunn dén marô, ha na réot na skeûden nag arouéz war hô korf. Mé eo ann Aotrou.

29Arabad eo d’id gwalla (T) da verc’h, gan̄d aoun na vé saotret ann douar, ha na vé leûn a zrouk.

30Mirit ta deisiou sabbat, ha doujit va san̄tuar. Mé eo ano Aotrou.

31Na zistrôit két évit mon̄d da heûl ar strôbinellérien, ha na c’houlennit két a guzul digan̄d ann diouganérien, gan̄d aoun na vec’h saotret gan̄t-hô. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

32Saô dirâg eur penn gwenn, hag énor ann dén kôz; ha douj ann Aotrou da Zoué. Mé eo ann Aotrou.

33Mar choum eunn diavésiad enn hô prô, ha mar d-éma enn hô touez, na damallit két anézhan̄;

34Hôgen bézet enn hô touez ével pa vé eûz ar vrô, ha karit anézhan̄ ével-d-hoc’h hoc’h-unan; râk c’houi a zô bét diavésidi hoc’h-unan é douar ann Éjipt. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

35Na rit nétrâ né vé léal, nag er varn, nag er réolen, nag er poéz, nag er gon̄vor.

36Bézet reiz ar valan̄s, ha reiz ar poésiou, reiz ar boézel, ha reiz ar sestier. Mé eo ann Aotrou hô Toué, en deûz hô tennet eûz a zouar ann Éjipt.

37Mirit va holl gélennou ha va holl varnédigézou, ha sévénit-hô. Mé eo ann Aotrou. ———— XX. PENNAD. Lézennou diwar-benn ann idolatri hag ar strôbinellou, ha diwar-benn ar glanded.

← Leviegezh 18Read In The App, Free →Leviegezh 20 →

Study Leviegezh 19

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627