Leviegezh 2:14
Mar kennigez d’ann Aotrou eur c’hennig eûz da gen̄ta-frouez, tamoézennou hag hî c’hoaz glâz, é krazi anézhô oud ann tân, hag é vrévi anézhô é doaré gwiniz, hag ével-sé é kennigi da gen̄ta-frouez d’ann Aotrou,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Goudé béza skuḻet éôl ha lékéat ézan̄s war-n-ézhan̄, ô véza ma eo eur c’hennig d’ann Aotrou.
Cross References
Leviticus 23:10Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Pa viot éat enn douar a rôinn d’é-hoc’h, ha pa hô pézô médet hoc’h édou, é tougot eur malan tamoézennou d’ar bélek, ével ar c’hen̄ta-frouez eûz hô médérez:
Leviticus 23:14Na zebrot na bara, na bleûd krazet, na iôd gréat gan̄d ann éd névez, kén na vézô deûet ann deiz é péhini hô pézô kenniget eûz anézhan̄ d’hô Toué. Al lézen-zé a vézô miret da vikenn a rumm da rumm hag enn hoc’h holl vrôiou.
Numbers 28:2Gourc’hémenn da vugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Kennigit d’in enn hô amzer va c’hennig, hag ar baraou, hag ann hostivou-losk eûz a eur c’houés ker c’houék.
Isaiah 53:2Pérâg é likit-hu hoc’h arc’han̄t er péz ha na hell két rei bara, hag hô labour er péz ha na hell két gwalc’ha? Sélaouit ac’hanoun, ha débrit ar péz a zô mâd, hag hoc’h éné en em lardô el lévénez.