The Bible Software
Leviegezh · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Leviegezh 2

1Pa rai eunn dén eur c’hennig d’ann Aotrou é sakrifiz, hé c’hennig a vézô eûz a vleûd glân, war béhini é skuḻô éôl, hag é lakai ézan̄s.

2Hag é kasô anézhan̄ d’ar véleien, mipien Aaron; hag unan anézhô a gémérô eunn dournad eûz ar bleûd, hag eûz ann éôl, hag ann holl ézan̄s, hag é tevô anézhô war ann aoter é koun eûz ar c’hennig, ével eur c’houés vâd dirâg ann Aotrou.

3Hag ar péz a choumô a zilerc’h ar sakrifiz a vézô évid Aaron hag hé vipien, ével ennn dra san̄tel-brâz eûz a gennigou ann Aotrou.

4Hôgen pa gennigit eur sakrifiz bleûd poazet er fourn, da lavaroud eo baraou dic’hoell glébiet gan̄d éôl ha kouiñou dic’hoell lardet gan̄d éôl;

5Mar d’eo gréat da gennig gan̄d eunn dra fritet, da lavaroud eo gan̄t bleûd glébiet gan̄d éôl hag hép goell,

6É trouc’hi anézhan̄ a dammou, hag é skuḻi éôl war-n-ézhan̄.

7Hôgen mar gréz eur sakrifiz gan̄d eunn dra poazet war ar c’hrîḻ, é skuḻi ivé éôl war vleûd,

8Oc’h hé genniga d’ann Aotrou dré zaouarn ar bélek.

9Hé-man̄ hé gennigô, hag a dennô anézhan̄ enn én̄vor eûz ar sakrifiz, hag hé zevô ével eur c’houés vâd dirâg ann Aotrou.

10Hôgen kémen̄d a choumô a zilerc’h a vézô évid Aaron hag hé vipien, ével eunn dra san̄tel eûz a gennigou ann Aotrou.

11Kémen̄t sakrifiz a vézô kenniget d’ann Aotrou, a vézô gréat hép goell, râk na vézô devet nétrâ gan̄t goell pé gan̄t mél d’ann Aotrou.

12Hô c’henniga a réot hép-kén ével ken̄ta-frouez, hag ével rôou; hôgen na vézin̄t két lékéat war ann aoter evel eur c’hennig a c’houés vâd.

13Kémen̄d a gennigi é sakrifiz, a aozi gan̄t c’hoalen, ha na denni két eûz da sakrifiz c’hoalen kévrédigez da Zoué. Enn da holl gennigou é kennigi c’hoalen.

14Mar kennigez d’ann Aotrou eur c’hennig eûz da gen̄ta-frouez, tamoézennou hag hî c’hoaz glâz, é krazi anézhô oud ann tân, hag é vrévi anézhô é doaré gwiniz, hag ével-sé é kennigi da gen̄ta-frouez d’ann Aotrou,

15Goudé béza skuḻet éôl ha lékéat ézan̄s war-n-ézhan̄, ô véza ma eo eur c’hennig d’ann Aotrou.

16Ar bélek a zevô, enn én̄vor eûz ar c’hennig, lôd eûz ann éd a vézô bét brévet, hag eûz ann éôl, hag ann holl ézan̄s. ———— III. PENNAD. Hostiv a béoc’h gan̄t éjenned, den̄ved, ein ha gevr.

← Leviegezh 1Read In The App, Free →Leviegezh 3 →

Study Leviegezh 2

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627