Leviegezh 20:14
Néb a zimézô gan̄d ar vamm, goudé béza bét dimézet gan̄d ar verc’h, hen-nez en dévézô gréat eunn torfed brâz; ez béô é vézô devet gan̄t-hô, ha na choumô két eunn drouk ker brâz enn hô touez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Néb a iélô da gavout eul loén-bennâg, a vézô lékéat d’ar marô: lazet é vézô ivé al loen.
Cross References
Leviticus 18:17Na zizôlôi két mézégez da c’hrég hag hé merc’h. Na gémérit két merc’h hé mâb, na merc’h hé merc’h évid dizôlei hé mézégez, ô véza ma’z in̄t hé c’hîg-hî, ha ma’z eo ar gévrédigez-zé eunn in̄sest.
Deuteronomy 27:23Hag hén̄ a lavaraz da Neftali: Er founder é vévô Neftali, ha leûn é vézô eûz a vennosiou ann Aotrou: ar môr hag ar c’hrésteiz a vézô d’ézhan̄.
Joshua 7:25Hôgen Jozué, hag Israel holl gan̄t-han̄, ô véza kéméret Akan, mâb Zaré, hag ann arc’han̄t, hag ar van̄tel, hag ar reolen aour, hag ive hé vipien, hag hé verc’hed, hag hé éjenned, hag hé ézen, hag hé zen̄ved, ha zô-kén hé delt ha kémen̄d a oa d’ézhan̄, hô c’hasaz da draon̄ien Akor; 25 É péléac’h Jozué a lavaraz d’ézhan̄: O véza ma éc’h eûz hor reûstlet, ra reûstlô ann Aotrou ac’hanod enn deiz-man̄. Hag Israel holl a labézaz anézhan̄; ha kémen̄d a oa d’ézhan̄ a oé bévézet gan̄d ann tân.