Leviegezh 20
1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
2Ann dra-man̄ a liviri da vugalé Israel: Kémen̄d hini eûz a vugalé Israel, pé eûz ann diavésidi a choum enn Israel, en dévézô rôet eûz hé wenn da idol Moloc’h, a vézô lékéat d’ar marô; pobl ar vrô a labézô anézhan̄ gan̄t mein.
3Ha mé a lakai va dremm a-éneb ann dén-zé, hag é laminn anézhan̄ eûz a greiz hé bobl, ô véza ma en deûz rôet eûz hé wenn da Voloc’h, ma en deûz mastaret va san̄tuar, ha ma en deûz saotret va hanô san̄tel.
4Mar teû pobl ar vrô dré lézirégez, hag ével dré faé évit va gourc’hémenn, da leûzkel da von̄t ann dén en dévézô rôet eûz hé wenn da Voloc’h, ha ma na fell két d’ézhan̄ hé laza;
5Mé a zavô drouk enn-oun (T) a-éneb ann dén-zé, hag a-éneb hé dûd, hag é laminn anézhan̄ eûz greiz hé bobl, hén̄ hag ar ré holl hô devézô aotréet ec’h en em c’hastaoufé gan̄t Moloc’h.
6Mar tistrô eunn dén diouz-in évit mon̄d da heûl ar strôbinellérien hag ann diouganérien, ha mar teû d’en em c’hastaoui gan̄t-hô, é savô drouk enn-oun a-énep dézhan̄, hag é lazinn anéz-han̄̄ eûz a greiz hé bobl.
7En em zan̄télit ha bézit sen̄t, rak mé eo ann Aotrou hô Toué.
8Mirit va c’hélennou, ha sévénit-hô. Mé eo ann Aotrou a zô ô san̄télaat ac’hanoc’h.
9Néb en dévézô drouk-pédet gan̄d hé dâd pé gan̄d hé vamm, a vézo lékéat d’ar marô; ra gouézô hé c’hoad war-n-ézhan̄, ô véza ma en deûz drouk-pédet gan̄d hé dâd pé gan̄d hé vamm.
10Mar teû eur ré da walla grég eunn all, ha mar kouéz enn avoultriez gan̄t grég hé nesa, ra vézô lékéat d’ar marô hag ar goâz hag ar vaouez avoultr.
11Mar teû eur ré da gousket gan̄d hé les-vamm, ha mar tizôlô mézégez hé dâd, é vézin̄t lékéat d’ar marô hô daou; ra gouézô hô goâd war-n-ézhô.
12Mar kousk eur ré gan̄d hé verc’h-kaer, ra vézin̄t lékéat d’ar marô hô-daou, râg eunn torfed brâz hô deûz gréat; ra gouézô hô goâd war-n-ézhô.
13Mar kousk eur ré gan̄d eur goâz é c’hîz pa vé eur vaouez, hô deûz gréat hô-daou eunn torfed brâz, hag e vézin̄t lékéat d’ar marô; ra gouézô hô goâd war-n-ézhô.
14Néb a zimézô gan̄d ar vamm, goudé béza bét dimézet gan̄d ar verc’h, hen-nez en dévézô gréat eunn torfed brâz; ez béô é vézô devet gan̄t-hô, ha na choumô két eunn drouk ker brâz enn hô touez.
15Néb a iélô da gavout eul loén-bennâg, a vézô lékéat d’ar marô: lazet é vézô ivé al loen.
16Ar vaouez é dévézô kousket dindân eul loen-bennâg, a vézô lazet gan̄t-han̄; ra gouézô hô goâd war-n-ézhô.
17Mar d-a eur ré da gavout hé c’hoar, merc’h hé dâd, pé merc’h hé vamm, ha mar gwél hé mézégez, pé mar gwel-hî hé vézégez-hén̄; eunn torfed brâz hô deûz gréat, hag é vézin̄t lazet dirâg ar bobl, ô véza ma hô deûz diskouézet hô mézégez ann eil d’égilé; hag hî a zougô hô fallagriez.
18Mar d-a eur ré da gavout eur vaouez enn amzer ma éma misiou gan̄t-hî, ha mar tizôlô hé mézégez, a mar tiskouéz-hî mammen hé goâd, é vézin̄t lazet hô-daou eûz a greiz hô fobl.
19Na zizôlôi két mézégez c’hoar da vamm, na mézégez c’hoar da dâd. Néb a rai kémen̄t-sé, a lakai enn noaz mézégez hé gîg hé-unan; hî hô-daou a zougô hô fallagriez.
20Mar d-a eur ré da gavout grég hé éon̄tr, breûr hé dâd, pé grég hé éon̄tr, breûr hé vamm, ha mar tizôlô mézégez hé c’héren̄t-tôst, é tougin̄t hô-daou hô féc’hed; hag é varvin̄t hép bugalé.
21Mar timez eur ré da c’hreg hé vreûr, é ra eunn dra direiz: enn noaz é laka mézégez hé vreûr; hag é vézint hép bugalé. (M).
22Mirit va lézennou ha va barnédigézou, ha sévénit-hô, gan̄d aoun n’hô tistolfé ivé ann douar é péhini é tléit mon̄d ha chomm.
23Na heûlit két lézennou ar brôadou a dléann da gas-kuît enn hô raok. Râg ann holl draou-zé hô deûz gréat, hag heûzuz in̄t bét dira-z-oun. (T).
24Hôgen chétu pétrâ a lavarann d’é-hoc’h: Dalc’hit hô douar-hî, a rôinn d’é-hoc’h é digwéz, douar é péhini é tivér al léaz hag ar mél. Mé eo ann Aotrou hô Toué, péhini en deûz hô tennet eûz a-zouez ann holl boblou all.
25Rannit éta ivé c’houi al loen glân diouc’h al loen dic’hlan, hag ann evn glân diouc’h ann evn dic’hlan; ha na zaotrit két hoc’h énéou gan̄d al loéned, hag ann evned, ha kémen̄d a fin̄v war ann douar, hag em eûz diskouézet d’é-hoc’h ével traou dic’hlan.
26Sen̄t é viot d’in, ô véza ma ounn san̄t, mé ann Aotrou, ha ma em eûz hô tennet eûz a-douez ann holl boblou all, évit ma viot d’in.
27Ar goâz pé ar vaouez é péré é vézô eur spéred Piton, pé eur spéred a ziougan, a vézô lékéat d’ar marô: labézet é vézin̄t, hag hô goâd a gouézô war-n-ézhô. ———— XXI. PENNAD. Dléadou ar véleien.