Leviegezh 22:9
Ra virin̄t va c’hélennou, évit na gouézin̄t két er péc’hed ha na varvin̄t két er san̄tuar, goudé ma hô dévézô hé zaotret. Mé eo ann Aotrou a laka anézhô da véza sen̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 10:1Neûzé Nadab hag Abiu, mipien Aaron, ô véza kéméret hô ézan̄souérou, a lékéaz enn-hô tân né oa két diwar ann aoter (M) hag ézan̄s war-c’horré, hag a gennigaz dirâg ann Aotrou ann tân-zé a ziavéaz; ar péz na oa két bét gourc’hémennet d’ézhô.
Leviticus 22:16Gan̄d aoun na zougfen̄t fallagriez hô féc’hed, ô tibri eûz ann traou san̄télet. Mé eo ann Aotrou a laka anézhô da véza sen̄t.
Numbers 18:32Ha na béc’hot két war gémen̄t-man̄, ô miroud évid-hoc’h ar gwella hag al larta, gan̄d aoun na vé saotret gan-é-hoc’h kennigou bugalé Israel, ha na varvchac’h. ———— XIX. PENNAD. Dour a zic’haouidigez.