The Bible Software
Leviegezh · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Leviegezh 22

1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:

2Komz oud Aaron hag oud hé vipien, évit ma pellain̄t diouc’h kennigou sakr bugalé Israel, ha na zaotrin̄t két va hanô san̄tel er péz a zô kenniget d’in. Mé eo ann Aotrou.

3Lavar d’ézhô ha d’hô nésted: Piou-bennâg eûz hô kwenn, ô véza eur saotr enn-han̄, a dôstai oud ann traou sakr hag a zô bét kenniget d’ann Aotrou gan̄d bugalé Israel, a varvô dirâg ann Aotrou. Mé eo ann Aotrou.

4Kémen̄d hini eûz a wenn Aaron a vézô lovr, pé en dévézô eur réd sper, na zebrô két ar péz a zô bét gwéstlet d’in, bété ma vezô paréet. Néb a lakai hé zourn war eunn dén dic’hlanet gan̄d eur c’horf marô, pé war eur ré en dévézô losket da rédek hé sper,

5Pé war eul loen stlej, pé war eunn dra-bennâg all dic’hlan, ha na helleur két steki out-han̄ héb béza saotret,

6A vézô dic’hlan bétég ar pardaez, ha na zebrô két eûz ar péz a zô bét san̄télet; hôgen goudé ma en dévézô gwalc’het hé gorf enn dour,

7Ha ma vézô kuzet ann héol, neûzé ô véza glanet, é tebrô eûz ann traou san̄télet, ô véza ma eo hé voéd.

8Na zebrin̄t két eûz a eul loen marô anézhan̄ hé-unan, nag eûz ann hini a vézô bét paket gan̄d eul loen all; ha n’en em zaotrin̄t két enn-hô. Mé eo ann Aotrou.

9Ra virin̄t va c’hélennou, évit na gouézin̄t két er péc’hed ha na varvin̄t két er san̄tuar, goudé ma hô dévézô hé zaotret. Mé eo ann Aotrou a laka anézhô da véza sen̄t.

10Kémen̄d dén a-ziavéaz na zebrô két eûz ann traou san̄télet; ann diavésiad a choum gan̄d ar bélek nag hé c’hôpraer na zebrin̄t két eûz anézhô.

11Hôgen ann hini a vézô bét prénet gan̄d ar bélek, hag ann hini a vézô ganet enn hé dî, ar ré-zé a zebrô eûz anézhô.

12Mar timéz merc’h eur bélek gan̄d eur ré eûz ar bobl, na zebrô két eûz ann traou a zô bét san̄télet, nag eûz ar préveûdi.

13Hôgeo mar d-eo in̄tan̄vez, pé kaset-kuît gan̄d hé ozac’h, hag héb bugalé, ha mar tistrô da dî hé zâd, é tebrô-hi eûz a voéd hé zâd, ével ma oa boazet pa oa plac’h-iaouan̄k. Diavésiad é-béd na hell dibri eûz ann traou-zé.

14Néb en dévézô debret hép gouzout eûz ann traou san̄télet, a lakai eur bempved lôden ouc’h-penn ar péz en deûz debret, hag é rôiô anézhan̄ d’ar bélek évid ar san̄tuar.

15Na zaotrô dén (T) ar péz a zô bét san̄télet ha kenniget d’ann Aotrou gan̄t bugalé Israel;

16Gan̄d aoun na zougfen̄t fallagriez hô féc’hed, ô tibri eûz ann traou san̄télet. Mé eo ann Aotrou a laka anézhô da véza sen̄t.

17Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:

18Komz oud Aaron, oud hé vipien, hag oud holl vugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi a choum enn hô touez, en dévézô kenniget hé rô, pé ô sévéni hé westl, pé ô kenniga eûz hé ioul-vâd kémen̄d a gennig d’ann Aotrou é sakrifiz-losk,

19Evit béza kenniget gan-é-hoc’h, é vézô réd é vé eur par (T) dinam eûz a éjenned, eûz a zén̄ved, hag eûz a c’hevr.

20Ma en deûz eunn nam, na gennigot két anézhan̄, ha na hellô két béza kavet mâd d’ann Aotrou. (T).

21Piou-bennâg a gennigô d’ann Aotrou eur viktim a beoc’h pé ô sévéni hé wéstl, pé ô kenniga eûz hé ioul, pé eunn éjenn, pé eunn dan̄vad, é kennigô anézhan̄ dinam, évit ma vézô kavet mâd; na vézô nam é-béd enn-han̄.

22Mar d-eo dall, pé mac’hañ, pé kleizennet, pé klôgôrennet, pé galuzet, pé farsiḻet, na gennigot két anezhan̄ d’ann Aotrou, ha na zevot két anézhan̄ war ann aoter.

23Béz’ é hellit kenniga a-ioul eunn éjenn, pé eunn dan̄vad, goudé béza trouc’het hé skouarn hag hé lôst; hôgen na helleur két sévéni eur gwéstl gan̄t-hô.

24Na gennigot két d’ann Aotrou loen é-béd friket, pé brévet, pé trouc’het, pé diframmet hé gellou d’ézhan̄; bikenn na réot kémen̄t-sé enn hô prô.

25Na gennigot két d’hô Toué baraou eûz a zourn eunn diavésiad, na nétrâ all eûz a gémen̄t a felfé d’ézhan̄ da rei; râk dic’hlan ha saotret in̄d holl; n’hô digémérot két.

26Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:

27Pa vézô ganet eur c’hojenn, pé eunn oan, pé eur c’havr, é choumô seiz dervez da zéna hé vamm; hôgen d’ann eizved deiz ha d’ann deisiou goudé, é hellin̄t béza kenniget d’ann Aotrou.

28Mar d-eo eur vioc’h, pé eunn dan̄vadez, na vézin̄t két lazet enn eunn deiz gan̄d hô ré vihan.

29Ma lazit eunn hostiv évit trugarékaat ann Aotrou, évit ma vézô trugarézuz enn hô kén̄ver,

30É tebrot anézhi enn hévélep deiz, ha na choumô nétrâ anézhi bétég ar min̄tin eûz ann deiz all. Mé eo ann Aotrou.

31Mirit va gourc’hémennou, ha sévénit-hô. Mé eo ann Aotrou.

32Na zaotrit két va hanô san̄tel, évit ma vézinn san̄télet é-touez bugalé Israel. Mé eo ann Aotrou hô laka da véza sen̄t,

33Hag en deûz hô tennet eûz a zouar ann Éjipt, évit ma vijenn da Zoué d’é-hoc’h. Mé eo ann Aotrou. ———— XXIII. PENNAD. Goéliou ann Aotrou.

← Leviegezh 21Read In The App, Free →Leviegezh 23 →

Study Leviegezh 22

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627